Poueza a rea enn he galoun ar boan ho doa bet, ann dispignou ho doa great enn eur veach ken hir, hag he anaoudegez vad enn ho c’henver a ieaz beteg ann daelou. Ann demezell de Faveau, maouez a spered mar boe nikun, o veza var al leac’h pa zeuaz ann dud vad-se dirak ar Prins, na hellaz ket mirout da grial enn he estlamm : « Oh Doue, kaera taol-arvest ! »
Da zeiz kenta ar bloaz, 1840, e oe kountet e pales ar Prins oc’h penn daou c’hant a Fransizien. O veza ma choumaz ar prenestrou re bell hep beza digoret, meur a itroun en em gavaz klanv gand ar c’hôr a zave etouez kement a dud. Herri o welout-se, a lavaraz eun eur vous-c’hoarzin. « Lod en em glemm hag a lavar n’ho deuz ket ear awalc’h, evid-oun-me, biskoaz n’em euz tennet va alan easoc’h eget na rann ama ; ann dud-ma, o tont euz a Frans, ho deuz digaset d’in ear euz va bro, biskoaz na lammaz va c’haloun em c’hreiz ker brao. »
Mar boe fouge gant ann dud a ziaveaz bro beza gwelet ha klevet ann Duk a Vourdel, ar Fransizien a oa c’hoaz eurusoc’h. Digouezout a reant e Rom eun tammik melkoniet, aoun ho devoa n’ho divije ket kavet var dal ann den iaouank ann esperans kaer ho devoa gwelet enn he vous-c’hoarz a grouadur. Hogen pa weljont splannoc’h eget biskoaz donezonou Doue var-n-ezhan, ho levenez a oe bar. Distrei a rejont d’ar gear, laouen ha kountant, ha mall gant-ho diskleria d’ho c’henvroiz ar pez ho devoa gwelet ha klevet.
Neuze ann aotrou Frayssinous a skrivaz ar c’homzou-ma d’he skolaer roeal : « Ann holl draou a