vis du diouc’h ar mintin. Ar gear a Goritz a roaz d’ezhan ann holl lid a hellaz da lakaat. Ann Arc’heskop, gand ar gloer hag ar venec’h a bep urz, a ieaz da zevel ar c’horf d’ar palez. Peorien a oe lekeat da zougen ar goulou braz, hag a reaz evel gward d’ann hini a oa bet ker mad enn ho c’henver. C’houec’h marc’h sternet e kanv a gase goustadik ar c’harr. A dre ar c’harr e teue ann Dunk a Angoulem hag ann Duk a Vourdel, enn ho mintili kanv. Var ho lerc’h e teue ar Fransizien a ioa neuze dre ar vro, ha goude, pennou kear gand ar bobl ha na oa niver ebed d’ezhan. Ann Dukez a Angoulem hag ann demezell Loeiza, kuzet enn eul litrin ebarz ann iliz veur, en em gavaz enn interramant. Pa oe kanet ann ofis ebarz ann iliz veur, e oe kaset ar c’horf da leandi menec’h Sant Franses, ha besiet eno enn eun douaren dindan ar c’heur, da c’hortoz ma plijo gant Doue lakaat he sperejou ar Fransizien digas ho Roue koz etouez he dud da zouaren Sant Denis Paris.
Evel-se e oe peurc’hreat interramant ar Roue Charles X, gand eul lid e gwirionez roeal, mes nann siouaz gant lidou koz rouantelez Bro-C’hall. Eno ne oe ket klevet ann harod a ganv o krial teir gweach dioc’h-tu : Maro eo ar Roue ! maro eo ar Roue ! maro eo ar Roue ! Eno ne oe ket gwelet banniel braz Bro-C’hall o stoui goustadik beteg ar bez, hag o sevel enn eun taol e kreiz ar griaden laouen : Bevet ar Roue ! Ar pez a ziskoueze penaoz ma renke ar rouaned mervel, ar rouelez ebarz ar vro ne varve morse.
Pa oe klevet e Bro-C’hall e oa maro Charles X, ann holl a ziskouezaz ho devoa keuz d’ezhan ; ann