Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —

pont, mes gwelet a rent enn he zaoulagad ha var he zremm e kleve ar pedennou, hag e kemere pers enn-ho. Goude holl, he boaniou na ziskouezent ket beza kriz na gwall denn, ar maro a zeue d’ezhan evel ma teu ar c’housket da eur beachour skuiz. Ne oa ket gwelet zo ken peur e tennaz he alanad diveza.

Da eun heur goude hanter noz, ann aotrou Bougon a ziskleriaz e oa ar Roue o vont da dremen. Ann holl a gouezaz d’ann daoulin. Ann Duk a Angoulem a choukaz he benn e kichen penn he dad. Ann Dukez a ioa choumet enn he sao, he daouarn e kroaz ha stardet ann eil ouz egile. Lavaret ho pije e oa hi eo a rene ar c’hlac’har roeal-ze. Da eun heur hanter ann aotrou Bougon a reaz sin d’ann aotrou Blakaz, pehini o stoui etrezek ann Duk a Angoulem a lavaraz a vouez izell eur ger bennak d’ezhan. Neuze ar Prins a glozaz gant doujanz daoulagad he dad, hag hirvourdou ann Dukez, o tidarza, a reaz da anaout e oa echu pep tra.

Evelse e varvaz ann diveza euz a vreudeur Loeiz XVI ganet e Versaill d’ann 9 a viz bore 1757, ha maro e Goritz d’ar 6 a viz du, 1836. — Ann Dukez a Angoulem o welout e oa c’hoaz ar vugale ebarz ar gampr, a lavaraz neuze : « Epad ma veve ar Roue, va niz en deuz great ar pez en doa da ober, o choum ama enn he gichen, d’in-me eo brema da virout ne choumo mui enn eul leac’h hag a hell beza danjer evit-han, he gas kuit rak tall a fell d’in. » Hag ez eaz he-unan d’he gas d’ann ti ma edo o choum enn-han, er penn pella euz ar gear.

Interramant Charles X a oe great d’ann unnek a