ho dichod, a felle d’ezho briata ho zad koz eur weach c’hoaz. Ar medesin en devoa goulennet ma vijent pelleat diouc’h ann hini klanv, rak aoun en doa na vije staguz ar c’hlenved ; mes Herri a ziskleriaz a grenn penaoz netra er bed na virje out-han da ober ar pez a c’hourc’hemenne neuze he garantez : ann Demezell Loeiza a reaz hevelep respont. Ar Roue koz a bokaz eta d’ezho gant kalz a deneredigez. Ar vugale a ieaz var ho daoulin, hag a Roue, enn eur astenn he zaouarn var-n-ho, a lavaraz gant eur vouez hag o ioa beac’h oc’h he c’hlevout : « Doue r’ho pennigo, va bugale, Doue r’ho tiouallo ! Baleit dira-z-han dre hent ar wirionez... n’am ankounac’hait ket.... pedit awechou evid-oun ! »
Var ann abardae-noz e teuaz esoc’hik var ar Roue, hag e c’houlennaz digant ann aotrou Blacas mar boa hen eo en devoa sonjet ar c’henta rei he zakramanchou diveza d’ezhan ? — « Nann, Sir, eme ann aotrou Blacaz, ann aotrou Bougon eo en deuz ho goulennet. Mad, mad, eme ar Roue, dà eo gan-en klevout en deuz great Bougon he zlead a vedesin, ugent vloaz zo en deuz roet he c’her d’in her graje. »
Da zeiz heur diouc’h ann noz e krogaz adarre ar c’hlaz enn-han. Koll a reaz ar gomz, hogen he spered vad a choume bepred gant-han ; meur a weach epad ann noz e vouschoarzaz d’ann Duk ha d’ann Dukez a Angoulem, hag enn eun taol e kouezaz enn he basion.
Ann aotrou Frayssinous, gand daou velek all ann aotrou Jocard hag ann aotrou Trebuquet, a lavaraz pedennou ann tremenvan. Ar Roue na helle mui res-