Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

a gavann brema dirag ar maro ; oh ia ! kalz a dleann d’e-hoc’h. » Respont a reaz he-unan da bedennou ann nouen, hag o veza ma taole da bep mare, e oe lavaret d’ezhan ne vije ket sakramantet e viatik ; gouzanv a reaz ann diouer-ze gand he zentidigez a vepred. Savet a oe eun aoter enn he gampr evit ma vije lavaret ann offeren dira-z-han. Ar Roue a c’houlennaz he heuriou, hag a heuliaz pedennou ann offeren, epad ma ehane gwaskadennou ar c’hlaz. Goude ann offeren, ann aotrou Frayssinous pehini a zave he-unan euz a glenved, a zeuaz da gomz gand ar Roue koz var he eternite. Digas a reaz sonj d’ezhan euz he drubuillou tremenet, pere a droe brema e levenez hag e fisians. Komzou mad eun den ken helavar a daole var ene ann hini klanv ar balzam eoliek-se, roet gant Doue d’ar relijion gristen evit dousaat d’he bugale ho zermen diveza. Ar Roue a responte da bep tra gant sioulded ha gant he holl spered vad.

Hag eun arvest kaer awalc’h a oa gwelout eun eskop hag eur Roue a bevar-ugent vloaz ho tiviz gant sioulded var ar vuez peur-baduz, e c’harz eur bez hanter-zigor. Ehan a rejont da gaozeal eur pennadik ; ar Roue a zistroaz enn-han he-unan, a bedaz evit Bro Frans, hag he bennigaz, evel ma vennig eun tad enn he dremenvan eur c’hrouadur meurbed karet. Ha pa lavaraz ann eskop d’ezhan pardoni abarz mervel d’ar re ho devoa great kement a boan d’ezhan, e respontaz : « Pell-zo em euz pardonet d’ezho, hag ho fardoni a rann c’hoaz brema a greiz va c’haloun. Ra rai Doue trugarez d’ezho ha d’in-me siouaz ! »

Ann Duk a Vourdel hag he c’hoar, ann daelou var