holl a zamantaz he blaneden galet da veza maro ken pell diouc’h he vro. Ann holl a rea he veuleudi, ar re zo ken ho devoa roet dorn d’he gas er meaz euz ar vro, na lavarent mui nemet mad anezhan. Eunn dra hep ken a oe remerket gand ann holl ; he gerent, ar re a rene neuze enn he bales, na rejont ket a ganv d’ezhan. Koulskoude den ebed var ann douar na reaz kement a vad d’ezho hag en devoa great Charles X. Aoun a gemerjont n’ho divije displijet da eur rumm dud, hag e tisplichont d’ann holl.
Goude maro ar Roue Charles X, ann Duk a Angoulem a zeuaz penn kef ann dud roeal enn ho divroidigez. Touet en devoa d’he vreur ann Duk a Verri, pa oa var he wele-maro, e talc’hje leac’h a dad d’he verc’hik emzivadez, ha d’ar c’hrouadur a ioa c’hoaz e kof he vamm. Mar boa Charles X eur galoun vad a zen, hag eur Prins kristen, ann Duk a Angoulem a ioa c’hoaz santeloc’h den eget-han. He vuez enn he bales he-unan a oa kuzet ha reoliet evel buez eul lean enn eur gouent. He gampr a oa evel lochik eun ermit oc’h ober pinijen ; eur gwele hep ridochou, eur gador bennak euz ar re zisterra, eun daolik koat gwenn ha var-n-ezhi eun nebeudik levriou, chetu aze he holl arebeuri. Mes ann Duk a Angoulem en eur heulia er gis-ze hen he-unan kenteliou ann Aviel var ann distervez hag ar baourentez kristen, a rea eun implich