24. Hag Abraham a lavaraz : Hen toui a rinn.
25. Hag Abrabam a zougaz klemm da Abimelek divar benn eur punz-glao tennet digant-han dre hak gant he zervicherien.
26. Abimelek a respontaz : N’am euz ket gwezet piou en deuz great ann dra-ze ; c'houi hoc’h-unan n’hoc’h euz ket hen diskuillet d’in, ha n’em euz klevet man a gement-se ken ne d-eo hirio.
27. Abraham eta a gemeraz denved hag ohen, hag a roaz anezho da Abimelek, hag e rejont kevredigez etre-z-ho ho daou.
28. Hag Abraham a lekeaz a gostez seiz danvadez tennet euz he dropel.
29. Abimelek a lavaraz d’ezhan : Evit petra ar seiz danvadez-ze hoc’h euz lekeat a gostez ?
30. Hag Abraham a respontaz : Seiz danvadez a zigemerot euz va dourn, evit ma tougint testeni penaoz me eo en deuz kleuzet ar punz-hont.
31. Dre-ze e oe hanvet al leac’h-ze Bersabé, dre’n abek ma ho devoa touet ho daou eno.
32. Hag e réjont kevredigez e kichen punz al le.
33. Abimelek a zavaz neuze, gant Phikol, kabitan he arme, hag a zistroaz da zouar ar Philistined. Abraham euz he gostez a blantaz eur c’hoad e Bersabe, hag a azeulaz eno enn enor da hano ann Aotrou, Doue eternel.
34. Ha choum a reaz eur pennad mad a amzer e bro ar Philistined.