Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
LEVR AR C’HENELIEZ.



SKLERIDIGEZ.


Abraham a hanvaz he vap, Izaak ; ger hag a zinifi c’hoarz ; abalamour ma c’hoarzaz Sara a-dré ann nor, pa oe diouganet ar map-se d’ezhi gant ann eal ; pe abalamour ma oe ar c’hrouadur-ze eunn abek braz a joa evit daou bried ker santel ha ker pinvidik. Ar gristenien, eme ann tadou santel, bugale spirituel da Abraham, a dlefe beza ken aliez a Izaak ; da lavarout eo, abegou a joa evit ho c’herent, hag hi ho-unan bugale drant ha laouen. Hogen ra zervichint Doue a greiz kaloun, ra virint he c’hourc’hemennou, netra surroc’h da ober anezho bugale seven ha joauz. O va Doue ar peoc’h a ren e kalonou ar re a gar ho lezen ! pax multa diligentibus legem tuam, ps. 118-115.

Ar mammou kristen a zalc’ho sonj penaoz Sara na lezaz ket gant eunn all ar zoursi da zevel he c’hrouadur. He gloar hag he joa vraz a oe maga he bugel gand he leaz. Santout a ree penaoz ober er c’hiz all, a zo mankout da lezen ann natur, ha da volontez Doue, pehini na laka leaz e divronn eur vamm nemet evit maga he hugel. A re a gaz ho kugale d’ar vagerez ne d-int nemet hanter-vammou, ha bikenn na vezo kement a garantez etre ho bugale hag hi, ha ma vije bet, ma ho divije ho maget ho-unan war boull ho c’haloun.

Perag e c’hourc’hemennaz Doue da Abraham kas-kuit he vatez hag he map ? Ismaël ha ne oa-hen ket krouadur da Abraham koulz hag Izaak ? Er Skritur sakr e kaver er c’hiz-ze meur a dra souezuz da welout, ha war ann diaveaz eunn tamik enep da vadelez Doue. Mes na varnomp ket ann hini euz a behini ar furnez a zo keid enn tu all d’hor spered, ha ma’z eo ann env diouc’h ann douar. Pa blich gant-han dizolei d’e-omp eunn draik bennak euz he visteriou kuzet, trugarekeomp-hen ; ha pa n’hellomp ket kavout ar poell anezho, adoromp.

Histor Agar ha Sara, eme Zant Paol, a zo leun a visteriou. Arouezi a reont ann daou destamant ; unan roet war menez Sinaï, ha n’en deuz great nemet sklaved, hag hen-nez a zo arouezet dre Agar ; rak menez Sinaï enn Arabia, a