Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
LEVR AR C’HENELIEZ.

Agar, a roaz d’ezhi he map, hag he c’hasaz kuit Hou-ma o veza eat enn he hent, a gantree dre c’hwelec’hiou Bersabe, hep gouzout pe du trei.

15. Ha pa oa evet holl ann dour a ioa el lestr, Agar a lezaz he map dindan ar wezen a oa eno.

16. Pellaat a reaz, hag ec’h azezaz war hed eunn tenn bir diouc’h al leac’h ma edo ; rak lavarout a reaz : Na welinn ket va c’hrouadur o vervel ; hag azezet eno rag-enep, en em lekeaz da hirvoudi ha da wela.

17. Hogen Doue a glevaz kri ar c’hrouadur, hag eal ann Aotrou-Doue a c’halvaz Agar, euz ann env, enn eur lavarout : Petra ’rit-hu Agar ? N’ho pezit ket aoun, rak Doue en deuz klevet mouez ho krouadur euz al leac’h m’ema.

18. Savit, kemerit ar c’hrouadur, ha kregit enn he zourn, rak lakaat a rinn eur bobl braz da ziskenn diout-han.

19. Ha Doue a zigoraz d’ezhi he daoulagad, hag o welout eno eur punz leun a zour, e redaz d’ezhan, e kargaz he lestr, hag e roaz da eva d’ar c’hrouadur.

20. Doue her bennigaz ; kreski a eure, hag e choumaz er gwelec’h, hag e teuaz da veza eunn den iaouank dournet-mad da warega, pe, da denna gant ar warek.

21. Choum a reaz e gwelec’h Pharan, hag he vamm a choazaz d’ezhan eur c’hrek euz ann Ejipt he bro.

22. Enn amzer-ze Abimelek ha Phikol, kabitan he arme, a lavaraz da Abraham : Doue a zo gan-e-hoc’h e kement a rit.

23. Touit eta dre ho Toue, ne reot drouk ebed d’in, na d’am bugale, na d’am lignez ; hag e reot d’in er c’hontrol, ha d’ar vro e pehini oc’h bet o choum evel diaveziad, hervez ann drugarez am euz great d’e-hoc'h va-unan.