Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
LEVR AR C’HENELIEZ.

map enn he c’hozni, d’ar mare ma en devoa Doue diouganet d’ezhi.

3. Hag Abraham a roaz ann hano a Izaak d’ar map-ze ganet d’ezhan gant Sara. (Izaak a zinifi c’hoarz.)

4. Enwada a reaz ar c’hrouadur d’ann eizved devez, hervez ma en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan,

5. Pa edo enn he gant vloaz ; rak ann oad-ze en devoa ann tad, pa oe ganet Izaak.

6. Ha Sara a lavaraz : Doue en deuz roet d’in leac’h da c’hoarzin, kement hini a glevo ann dra-ma a c’hoarzo ivez gan-en.

7. Hag e lavaraz c’hoaz : Piou a gréte en divije Abraham klevet lavarout e roje Sara da zena da eur map, ganet d’ezban hag hen dija ker koz ?

8. Ar c’hrouadur a greskaz hag a oe dizonet. Hag Abraham a reaz eul lein vraz enn deiz ma oe dizonet Izaak.

9. Sara o veza gwelet map Agar ann Ejipsianez, oc’h ober ann heg ouz Izaak he map, a lavaraz da Abraham :

10. Kasit kuit ar vatez-ze hag he map ; rak map ar vatez na vezo ket heritour gant va map-me Izaak.

11. Tenn a oe war Abraham klevout kement-ze, dre n abek d’he vap Ismaël.

12. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : arabad eo d’id kemer evel eunn dra c’houero ar pez a zo lavaret d’id divar benn ar c’hrouadur-ze ha da vatez daoust petra a lavaro d’id Sara, gra diout-hi, rak euz a Izaak eo e teui ar wenn a dle dougen da hano,

13. Hogen euz a vap ar vatez e likiinn ivez da zevel eur bobl braz, dre ma’z eo engehentet ac’hanoud.

14. Abraham a zavaz eta mintin-mad, a gemeraz bara hag eul lestr leun a zour, ho stagaz war ziskoaz