war da lerc’h, ha na choum ket er c'harter-ma tro-war-dro : mes achap kuit war ar menez, gant aoun na vez kollet gant ar re all.
18. Ha Loth a lavaraz d’ezho : Aotrou, me ho ped,
19. Pa en deuz ha servicher kavet gras dira-z-hoc’h, ha pa hoc’h euz diskouezet ho trugarez em c’henver, betek savetei d’in va buez, ha pa n’ounn ket evit en em denna war ar menez, gand aoun na venn tizet gand ar reuz ha na varfenn.
20 Bez’ ez euz tost d’ama eur gearik da behini ec’h hellann tec’hout ; hag e vezinn salo ; ha n’ed-eo-hi ket bihan bihan ? hi a zavetei d’in va buez.
21. Hag ann eal a respontaz d’ezhan ; Mad ! selaouet am euz c’hoaz da beden war gement-ze, ha na zistrujinn ket ar gear-ze evit pehini ec’h euz komzet.
22. Hast buhan hag en em denn enn-hi ; rak n’hellinn ober netra ken na vi eat tre enn-hi. Dre’n abek a gement-ze eo hanvet ar gear-ze Segor. (Bihanik).
23. Ann heol a zave war ar bed, ha Loth a ie tre barz Segor.
24. Doue a lekeaz eta da goueza war Sodom ha Gomorrh eur glao a zoufr hag a dan, digaset euz ann env a-berz ann Aotrou.
25. Hag e tismantraz ar c’heriou-ze, hag ar c’harter tro-war-dro, holl dud ar c’heriou, ha kement-mad a c’hlaze war ann douar.
26. Grek Loth o veza sellet war he lerc’h, a oe chenchet enn eur bern c’hoalen.
27. Hogen Abraham o sevel antronoz vintin, a zeuaz el leac’h ma oa choumet da gomz gant Doue.
28. Sellout a reaz etrezeg Sodom ha Gomorrh, hag ar c’harter tro-war-dro, hag e welaz o sevel divar ann douar flamm-tan evel bouillou moged eur fourn vraz.