29. Rak pa zismantre Doue keriou ar vro-ze, e teuaz sonj d’ezhan euz Abraham, hag he tilivraz Loth diouc’h reuz ar c’heriou-ze, e pere e oa bet hema o choum.
30. Loth a guitaz Segor, hag a ieaz war ar menez gant he ziou verc’h, (rak aoun en devoa o choum e Segor ;) En em denna a reaz enn eur gavarn, hag he ziou verc’h gant-han…
Goude ma en deuz ann den lennet ar gentel-ma, e choum e-barz enn he galoun eunn dristidigez vraz, o welout bete pegeid a hell mont breinadur ha faliagriez ann dud. Tud Sodom, braz ha bihan, koz ha iaouank, holl int eat a zreist-penn e bouillen al ligentez, betek gwall-ober ann eil gant egile enn eskemm da lezennou ann natur ; rak pec’hed Sodom a oa, ober neuz-pailiardiez , paotred gand paotred, ha merc’hed gand merc’hed. Ann dallenlez a behini e oent skoet en eunn taol enn dro da di Loth, a verk eunn dallentez all truezusoc’k c’hoaz, pehini eo dallentez ar spered, kaleder ar galoun, dre bere eo kastizet peurvuia ann dud lik ; rak eur burzud ken hanat na gonvertisaz nikun anezho. Ann daou zen iaouanka dlie dimizi da verc’hed Loth a zisprizaz zoken aliou ho zad kaer, hag a choumaz da zevi enn tan-gwall. Pet den iaouank hirio ann deiz a ra fae war aliou eunn tad, eur mignoun, eur c’hovesour, pa ve lavaret d’ezho diouall diouc’h eunn daremprerez danjeruz bennak ; ha na zihunont nemet pa vent eat dreist-penn er vouillen.
Ar pez a reaz Loth o kenniga he ziou verc’h d’ann dud fall-ze, ne oa ket mad. Ar pec’hed a felle d’ezho da ober gand he zaou hostis, a oa, evit gwir, kalz brasoc’h eget ann hini ho divije great gant he verc’hed ; mes ne ket mad ober eunn drouk bihanoc’h, evit mirout diouc’h eunn drouk brasoc’h.
Loth a hell beza didamallet e kement-ze abalamour d’he spount, d’he zaouzan, ha d’ar c’hoant en devoa da zavetei he hostizien.