Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
LEVR AR C’HENELIEZ.

c’hoaz : Deut oud ama evel divroad ; ha deut e ves-te evit hor barn ? Mad ! gwaz a rimp d’id eget d’ezho. Gwall zraskla a reant enn dro da Loth, hag e oant o vont da derri ann nor,

10. Ha chetu ann daou waz, enn eur astenn ho dourn er meaz, a dennaz Loth enn ti, hag a zerraz kloz ann nor.

11. Skei a rejont a zallentez ar re a oa er meaz, adalek ar bihanna beteg ar brasa, enn hevelep doare na hellent mui kavout toull ann nor.

12. Neuze e leverjont da Loth : Ha bez’ ec’h eus-te ama unan bennak euz da gerent ? eur map-kaer, paotred pe merc’hed ? kement a zell ouz-id, gra d’ezho mont er meaz euz ar gear-ma.

13. Mont a reomp da zismantra al leac’h-ma, rak ar c’hri euz a zizurjou he dud a zo savet beteg re gre dirak Doue, pehini en deuz hon digaset evit ho c’holl.

14. Loth eta o veza eat er meaz, a gomzaz ouz he vipien-kaer pere a dlie dimizi d’he verc’hed, hag a lavaraz d’ezho : Savit, en em dennit buhan ac’han, rak ann Aotrou-Doue a ia da zismantra ar gear-ma. Hag e sonje d’ezho e komze dre farz.

15. Ha pa oe deuet ann deiz, ann elez a haste Loth, enn eur lavarout : Sao, kemer da c’hrek, hag ann diou verc’h ec’h euz, gant aoun na vez kollet da-unan gand ar gear griminal-ma.

16. Hag evel ma taléé, e krokjont enn he zourn, e dourn he c’hrek hag e re he ziou verc’h, dre ma rea Doue trugarez d’ezhan.

17. Hen tenna a rejont er c’hiz-ze er meaz euz he di, hag o veza hel lekeat er meaz a gear, he komjont eno out-han, enn eur lavarout : Saveta da vuez, na zell ket