1. Ann daou Eal a zigouezaz e Sodom d’ann abardaez, ha Loth a oa azezet e kichen dor kear. Kentre ma ho gwelaz, e savaz enn he zao, ez eaz war ho arbenn, enn eur ho zaludi beteg ann douar.
2. Hag e lavaraz : Me ho ped, Aotrounez, deuit da di ho servicher, ha choumit eno : gwelc’hi a reot ho treid, ha warc’hoaz vintin en em lekeot adarre emi ho hent. Nann, eme-z-ho, choum a raimp war ann dachen.
3. Ho redia a reaz a-grenn da zont gant-han, ha pa oant eat enn ti, e lekeaz aoza eur pred-boed d’ezho, poaza a eure bara dic’hoël, hag e tebrjont.
4. Hogen a-barz ma’z ejont da gousket, tud kear a c’hrounnaz ann ti, adaleg ar vugale beteg ann dud koz, ar bobl holl, holl e teujont.
5. Hag o c’hervel Loth, e leverjont d’ezhan : Peleac’h ema ar wazed a zo deuet fe-noz d’ho ti ? Digasit-ho d’e-omp, evit m’ho anavezimp.
6. Loth a zeuaz er meaz d’ho c’havout ; hag o veza serret ann nor war he lerc’h, a lavaraz d’ezho :
7. Na rit ket, me ho ped va breudeur ker, na rit ket eunn droug evel-se.
8. Bez’ am euz diou verc’h, enn ho gwerc’hded, ha digas a rinn d’e-hoc’h, ha c’houi a rai anezho ar pez a gerrot ; gant na reot droug ebed d’ar wazed-ze, rak deuet int d’am zi, hag em c’harg emaint.
9. Mes hi a respontaz : En em denn ac’han. Ha
6