24. Abraham en devoa naontek vloaz ha pevar-ugent pa en em enwadaz he-unan.
25. Hag Ismaël en devoa trizek vloaz fournis d’ar mare ma oe enwadet.
26. Abraham hag he vap Ismaël a oe enwadet er memes devez.
27. Hag holl wazed he di, ken ar re a oa ganet war he dra, ken ar re en devoa prenet, hag ann diavezidi, a oe enwadet ivez neuze.
Ann Tadou santel ho deuz ardamezet teir c’homz talvoudek-braz, lavaret gand Doue da Abraham, hag a zo evel anti teir fazen dre bere eo pignet ar patriarc’h-ze d’ann huela parfedigez. Pep kristen hag a venn erruout er memes stad, a renk tremen dre ar memes hent.
Kenta Komz : Deuz kuit euz da vro, lez da gerentiez, ha ti da dad, ha deuz d’ar vro a zizkouezinn d’id. Ar c’henta paz da ober e hent ar barfeted, eo silaou ar vouez a Zoue, pehini hor galv da bep mare e gweled ar galoun, o lavarout d’e-omp ivez kuitaat ar bed hag he avelachou ; distag hor c’haloun diouc’h pep karantez ha ne d-eo ket hervez Doue ; ha kerzout neuze gant joa etrezek eur vro dianaf c’hoaz evid-omp, me lavar bro ar zantelez.
Eil gomz: Abram n’az pez ket aoun, me eo da zifennour, me vezo ta c’hobr braz meurbed. Eur gwir gristen hag en deuz kuiteat ar bed evit heulia ann touch euz ar c’hras, a gav peurvuia kalz konfort ha kalz plijadur e penn he zevosion nevez. Doue a ro d’ezhan evel eunn tanv euz a zudiou ann env, evit ober d’ezhan ankounac’haat plijadurezou ann douar, hag he voaza da zougenn ar ieo eveuz he zervich. Hogen ann amzer vad-ze ne bad ket ato. Doue a lamo digant-han al leaz hag ar mel, evit ober d’ezhan kemerout eur boed krevoc’h, hag evit amprou he fi-