Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
LEVR AR C’HENELIEZ.


14. Kement paotr, a behini ar c’hik na vezo ket bet enwadet, a vezo dismantret euz a douez he vobl, dre’n abek ma en devezo torret va c’hevredigez.

15. Doue a lavaraz ivez da Abraham : Ne c’halvi mui da bried Saraï (va frinsez), mes Sara (ar brinsez.)

16. Me he bennigo, hag a rei d’id eur map anezhi, pehini a venniginn ivez ; bez’ e vezo ar c’hef euz a galz a voblou, hag anezhan e savo rouaned d’ar broadou.

17. Abraham en em strinkaz, he c’henou d’ann douar, hag a vousc’hoarzaz enn eur lavarout : Ha kredi a rafac’h e c’hanfe eur map da eunn den a gant vloaz, hag e c’hwilioudfe Sara da zek vloaz ha pevar-ugent !

18. Hag e Javaraz da Zoue : Plijet gan-e-hoc’h hep ken mirout d’in va lsmaël.

19. Ha Doue a lavaraz da Abraham : Sara da bried a c’hano d’id eur map da behini e roi ann hano a Izaak ; ober a rinn gant-han eur gevredigez, mes eur gevredigez eternel, ha gant he lignez enn he c’houde.

20. Divar benn Ismaël, klevet am euz ivez ouc’h da beden ; he vennizien a rinn, ha lakaat a rinn ar wenn anezhan da greski ha da veza braz meurbed ; daouzek kef-lignez a ziskenno anezhan, hag he lakaat a rinn da veza tad da eur bobl braz

21. Hogen va c’hevredigez a vezo gant Izaak, ann hini a c’hano d’id Sara, er bloa a zeu d’ar mare-ma.

22. Pa oa ehanet kaoz ann hini a gomze gant-han, Doue a bignaz enn env hag a lezaz Abraham.

23. Hogen Abraham a gemeraz-he vap Ismaël, ann holl zervicherien ganet enn he di, hag ar re en devoa prenet, holl wazed he di, hag a reaz ann enwad war ho c’hik dioc’h-tu, enn deiz-ze memes, hervez ma en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan.