Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
74
LEVR AR C’HENELIEZ.

delded dre eur sec’hor inouuz, ha dre ann tentasianou. Petra da ober neuze ? Kuitaat hent ar vertusiou, ha distrei d’ar bed ? Ne alia, mes mont a-raok, bale ato, ha selaou ar vouez a Zoue, pehini a lavar d’e-omp evel da Abraham : n’ho pezit ket aoun, me vezo ho tifennour, hag ar priz talvoudek euz ho kombajou.

Teirved komz : Kerz dira-z-oun, ha bez parfet. Chetu aze ar barfeded gristen enn he huella pazen : kaout Doue bepred dirak ann daoulagad, kerzout ato eun he brezanz, ober pep tra er gwel anezhan.

War ar bazen genta e servicher Doue abalamour d’ar blijadur a gaver enn he zervich. War ann eil pazen e servicher hag e karer Doue, mes nann c’hoaz abalamour d’ezhan hep ken ; he garout a rear abalamour ma hor c’har, abalamour ma hon difenn, abalamour ma kennig de-omp eur baeamant-vraz. Hogen war ann deirved pazen e karer Doue abalamour d’ezhan hep ken, e servicher Doue abalamour da Zoue hep ken. Er stad-ze, ann ene deol a zo bepred e prezanz Doue, karout a ra he vadelez ; en em estlammi a ra war he furnez, adori a ra he barfedigeziou hep fin ; gant-han hep ken en em gaf enn he blijadur, ne glask plijout da zen nemet d’ezhan ; enn-han ema he holl esperanz ; n’en deuz netra da c’hortoz nemet digant-han.

Ann Aotrou-Doue, o kemerout da ziel euz he Gevredigez gant Abraham ha gant he lignez, eunn dra ker mezuz ha ma’z eo ann enwad, a felle d’ezhan rei d’ezho ha d’ann holl dud eur gentel gwestl da ober d’ezho plega ho fenn, ha da barea enn-ho, daou c’houli danjeruz meurbed, ann ourgouil hag al ligentez.

Ann ourgouil, o tisgas sonch d’e-omp penaoz omp pell-zo gwastet enn hon tad hag enn hor mamm genta, hag omp bemdez engehentet er pec’hed. Al ligentez, o rei d’e-omp da glevet penaoz ma na drouc’homp berr d’hor gwall natur, ispisial da zroug-ioul ar c’hik, n’e vezimp bikenn bugale da Zoue, na kountet e niver he vobl choazet : kement hini na vezo ket enwadet he gik, a vezo lazet ha lamet euz a douez ar bobl.

Adalek Abraham bete Jezuz-Krist ann enwad a oe ann arouez a rea da anaout bugale Doue diouc’h ar baianed, Je-