Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
LEVR AR C’HENELIEZ.

penaoz da wenn a vezo ermeziad enn eur vro ha ne d-eo et d’ezhi, lekeat e vezo dindan ieo, ha trubuillet e vezo epad pevar c’hant vloaz.

14. Koulskoude me a varno ar bobl dindan pehini e tle da wenn servicha ; ha goude-ze, da wenn a guitai ar vro-ze karget a binvidigezou.

15. Evid-oud-te, mont a ri da gavout da dud koz e peoc’h, o vervel enn eur gozni euruz.

16. Hogen d’ar bevare rumm-dud, da wenn a ziztroio d’ar vro-ma ; rak evit c’hoaz ne ket bar ar muzul euz a zizurzou ann Amoreed.

17. Pa oe eta kuzet ann heol, e savaz eunn denvalijen deô, hag e oe gwelet eur forn vogeduz, hag eur c'hleuzeur tan o vont hag o tont e-kreiz e-tre al loened daou-hanteret.

18. Enn devez-ze Doue a reaz kevredigez gant Abram o lavarout d’ezhan ; rei a rinn ar vro-ma d’az wenn, a-dalek ster ann Ejipt beteg ar ster-vraz Euphrata.

19. Da lavaout eo, ann douar a zo brema gant ar Cineed, ar Genezeed, ar Cedmoneed.

20. Ann Heteed, ar Pherezeed, ar Raphaited.

21. Ann Amorrheed, ar Gananeed, ar Jerjezeed ; hag ar Jebuzeed.


————


SKLERIDIGEZ.


Doue na lezaz biskoaz eur mad-ober hep he c’hobr. Abraham en devoa diframmet he niz hag eur bobl-tud enn he bez a dre daouarn mistri garo ; ha kement-se enn he riskl he-unan. Glorifiet en devoa ar gwir Doue dirak roue Sodom, o réuz he vadou hag he brofou, dre’n abek ma roe d’ezhan