Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
LEVR AR C’HENELIEZ.


2. Abram a respontaz : Aotrou-Doue, petra root-hu d'in-me ? Mout a rinn d’ar bez hep bugale ; hag ann Damaskik ze a zo mab Eliezer gouarnour va ziegez.

3. Evidoun-me, eme-z-han c’hoaz, n’hoc’h euz ket roet a vugale d’in, evel-se, mab va zervicher a vezo va heritour.

4. Ha Doue raktal da lavarout : Nann, ne ket hen-nez a vezo da heritour, hogen ann hini a zeuï euz da ziou-groazel, hen-nez az pezo da heritour.

5. Hag o veza he zigaset er meaz, e lavaraz d’ezhan : Sell ouc’h ann env, ha kount ar stered, mar gellez ; evel-se eme-z-han, e vezo da wenn.

6. Abram a gredaz da Zoue, hag he feiz a oe lekeat da dallout d’ezhan, evel eur mad great.

7. Doue a lavaraz d’ezhan c’hoaz : Me eo ann Aotrou en deuz ta dennel euz Ur-Kaldea, evit rei d’id ar vro-ma e perc’henniez.

8. Hag Abram a respontaz : Aotrou-Doue, diouc’h petra e ouezinn-me e vezinn eunn devez perc’hen ar vro-ma ?

9. Ha Doue a respontaz : Kemer d’in, eme-z-han, eur vioc’h tri bloaz, eur c’havr tri bloaz hag eur maout tri bloaz, gand eunn durzunel hag eur goulm.

10. Abram a gemeraz al loened, ho zrouc’haz e daou hanter, enn eur lakaat ann tammou kevr ha kevr a bep tu ; hogen ne zaouhanteraz ket al laboused.

11. Laboused gouez en em daole war ar c’horvou maro-ze, hag Abram ho dachoue kuit.

12. Ha pa guze ann heol, eur c’housked kalet a grogaz e Abram, hag oc’h en em gavout e kreiz ann denvalijen, eur gridien vraz a zeuaz d’ezhan.

13. Hag e oe lavaret d’ezhan : Gwez euz a vrema

5