perc’hen ann env hag ann douar kalz muioc’h eget-ze ; ha Doue a gemer plijadur o rei da Abraham testeniou nevez a istim hag a largentez. N’az pez ket a aounn, eme-z-han, me vezo da zifennour ha da c’hobr braz meurbed.
Neuze Abraham a lavaraz da Zoue eunn dra hag a zo da veza eveseet. Aotrou, eme-z-han, da betra e servicho gwestlou ker kaer ? Chetu me o vont kuit, ha n’em euz heritour ebed ; rak ar paotrik-zea zo em zi, a zo map da Eliezer va zervicher. Mad ! pa n’hoc'h euz ket roet d’in a vugale, hen-nez a vezo va heritour.
Netra tristoc’h d’ar galoun eget eunn tiegez pinvidik hep heritour ebed. Doue a amprouaz e-pad pell amzer he zervicher Abraham dre ar velkoni-ze ; hag Abraham a blege gant sioulded da volontez ann Aotrou-Doue. O welout koulzkoude e teue war ann oad, e sonjaz piou a vije he heritour, hag e choazaz etre Doue hag-hen, map he zervicher, o lezel a gostez he niz Loth, hag he gerent all pere a oa paianed.
Eunn hevelep menoz euz a berz eunn den ker santel, ha kenniget d’e-omp gant ann Tadou evel eur skouer da heulia e pep darvoud, a zesk d’ann dud dister ha vertuzuz petra da ober, mar fell d’ezho testamanti ho danvez abarz mervel. Neket mad lakaat a gostez ann heritourien natur, hep abek ebed ; mes ivez ne ket difennet ho disherita mar d-int tud difeiz, tud feneant, ha debrerien traou. Al lezen eternel, pehini eo bolontez Doue, a lavar eo gwelloc’h neuze lakaat ann danvez war hano bugale ann heritourien, ha memes war hano eunn den ha ne ma ket euz ar gerentiez, mes pehini a zo eunn den fur hag honest, ha zur, hervez pep doare, d’ober uzach mad anezho.
Er fin Doue a gonfortaz he zervicher, enn eur ziskleria d’ezhan en divije eur map euz he c’hoad he-unan. Hag evel evit siella he westl, Doue a c’hourc’hemennaz d’ezhan ober eur zakrifis, e-pad pehini e tiskouezaz d’ezhan, dre eur c’housk misteriuz, kement tra a dlie c’hoarvezout gant he wenn e pad pevar c’hant vloaz.
Abraham a zachoue kuit al laboused gouez a ziskenne da glask dibri loened he zakrifis. Dibarfeted hor spered, hag ar zonjou tregasuz a zav enn hor penn pa vemp o pedi Doue, a zo evel laboused gouez, o klask skrapa digan-e-omp ar frouez