Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
LEVR AR C’HENELIEZ.


19. Nag evit petra hoc’h eus-hu lavaret e oa c’hoar d’e-hoc’h, da lakaat ac’hanoun d’he c’hemerout da bried ! Brema ’ta chetu aze ho kreg, kemerit-hi hag it kuit.

20. Ha Pharaon o veza roet urz d’he dud divar-benn Abram, ar re-ma hen ambrougaz er meaz euz ann Ejipt, hen, he bried, ha kement mad en devoa.


————


SKLERIDIGEZ.


Douer eme zaat Paol, a lezaz boblou ar bed da gerzout pep hini enn he hent, hag ar bed en em gollé gwaz eget biskoaz. Pep den a fellé d’ezhan kaout he Zoue, hag en ober diouc’h he faltazi. Eunn hevelep frankiz a gargaz buan ar bed a zoueou faoz ; hag ar frankiz a fell, hirio aun deiz, da bep unan da gaout da ober he greden evel ma kar, a gargo ivez hor bro a relijionou faoz, pe evit lavarout gwell, a vougo pep relijion enn-hi.

E lignez Kam hag e lignez Japheth eo en em gollaz ar muia ann anaoudegez euz ar gwir Doue. Ann idolatriach a c’houneze dija lignez Sem ; edo ar feiz hag ar gwir relijion o vont da guitaat ann douar, pa zeuaz Doue da c’hervel Abraham, ha d’he choaz evit beza tad da eur bobl nevez, tredeok euz ar gwir feiz, hag abienner euz a zilvidigez ar bed ; da lavarout eo, eur bobl da behini e vije roet ar gwir feiz da virout, ken na vije deuet Salver ar bed.

Doue evit amprou he zervicher, a c’hourc’hemen d’ezhan kuitaat he garter hag he lignez, evit mont d’ar vro a vije diskouezet d’ezhan ; hep na ouie nag e peleac’h na pegeid ez ache. Abraham skouer a barfeted evid ar gristenien ho-unan, a zent ouz Doue raklal, lezel a ra ar pez a gar ann den ar muia war ann douar, he vro, he gerent, ti he dad, ha ker buan Doue a baë he fealded dre ar c’haêra gwestlou pe promesaou. Eur bobl ha na hello den niveri, a likiinn, eme-z-han, da zevel ac’hanoud ; enn-oud e vezo benniget holl voblou ann douar. Ar pez a zo da glevout evel-henn : Tad e vezi nann hep ken d’ar bobl a Israel, mes ivez d’ann holl gristenien