Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
LEVR AR C’HENELIEZ.

gwirion ha stard enn ho feiz. Ac’hanoud e tiskenno ann hini a vezo santeledigez ann holl dud, ar Mesi, Dasprener ar bed.

Erruet e douar Kanaan, oc’hpenn kant leo diouc’h he vro, pa zonch d’ezhan ehana, ha planta he delt, chetu ret d’ezhan tec’hout kuit a-darre raog ar gernez, ha mont enn eur vro bell, e-touez tud kriz ha lik, e peleac’h n’euz surentez ebed nag evit-han nag evit enor he bried. Mes kement-ze holl, traou awalc’h ha re evit ober aoun ha pridiri da eunn den evel ann dud all, na chencho netra enn eur galoun ker frank ha ken nerzuz hag hini Abraham. Gouzout a ra ema Doue enn Ejipt kerkoulz hag e bro Kanaan, ha mar ema Doue enn tu gant-han, piou a hello noazout d’ezhan ?

Mes gant kemend a fisianz e Doue, perak eo deuet Abraham da alia he bried da lavarout eur gaou, e-leac’h diskleria eeun hag-eeun e oant ozac’h ha grek ; ha lezel gant Doue ar zoursi d’ho diouall a bep drouk ann eil hag egile ?

Da genta, ne ket eur gaou a aliaz Abraham he c’hrek da lavarout ; mes eunn dra hag a oa gwir. Enn amzer-ze ar gerent en em c’halve breudeur ha c’hoarezed ; ha Saraï a oa nizez da Abraham, c’hoar da Loth evel ma kreder.

D’ann eil, e kreiz trevelliou ar bed-ma, ann den a renk en em zikour dre gement tu leal a zo enn he c’halloud, mar fell d’ezhan beza sikouret gant Doue. Choum hep mont na dont, war zigarez lezel pep tra gant madelez Doue, a zo tenti Doue, ar pez a zo difennet : non tentabis dominum Deum tuum. Abraham enn darvout diez-ze, enn devoa daou dra da virout, he vuez hag enor he c’hrek. Savetei a hell he vuez enn eur lavarout e oa Saraï he c’hoar, ar pez a oa gwir hervez ar chiz da brezeg enn amzer-ze ; hen ober a dlie eta, hag he c’hreat en deuz. Enor he bried a zo e riskl, n’oufe petra da ober ; mes he fisianz a zo e Doue, lezel a ra gant Doue ar garg d’he diouall. Saraï, lodek enn he feiz hag enn he fisianz, a zent ouc’h he fried, hag a zellit beza roet da skouer d’ar gragez kristen hervez ma hel lavar d’e-omp ann abostol sant Per. 1. Liz: 3.6.


————