zao-heol da Vethel, e tisplegaz eno he delt, o kaout Bethel war ar c’huz-heol d’ezhan, hag Haï war a zao-heol. Sevel a reaz eno c’hoaz eunn aoter d’ann Aotrou, hag ec’h azeulaz d’he hano.
9. Abram a ieaz larkoc'h, enn eur vont ato war ar c’hresteiz.
10. Hogen ar gernez o veza kouezet war ar vro-ze, Abram a zizkennaz enn Ejipt da dremen eno eur pennad amzer, rak garv a oa ar gernez dre ar vro.
11 Ha pa oa taost da vont tre enn Ejipt, e lavaraz da Saraï he bried ; Gouzout a rann ez oc’h eur vaouez vrao.
12. Hag ann Ejipsianed pa ho kwelint, a lavaro : He c’hreg eo ; hag e lazint ac’hanoun, evit ho terc’hel gant-ho.
13. Livirit eta, me ho ped, ez oc’h va c’hoar ; evit ma vezinn deuet-mad abalamour d’e-hoc’h, ha ma savetainn va buez dre’n abek ac’hanoc’h.
14. Pa oa eat eta Abram enn Ejipt, ann Ejipsianed a gavaz edo ar vaouez-ze koant meurbed.
15. Hag ar pennou kenta a gomzaz anezhi da Pharaon, gant kalz a veuleudi, ha chetu ar c’hreg skrapet, ha kaset da balez Pharaon.
16. Evit Abram, deuet-mad e oe gant-ho abalamour d’ezhi ; ne vankaz d’ezhan na denved, nag ezen ; na mevelien na mitizien ; nag azennezed na kanvaled.
17. Mes Doue a skoaz Pharaon ha tud he di gant gouliou euzus meurbed, dre’n abek da Zaraï, pried Abram.
18. Ha Pharaon a gemennaz Abram, hag a lavaraz d’ezhan : Na petra hoc’h eus-hu great d’in-me ; perak n’hoc’h eus-hu ket roet d’in da ouzout e oa houn-nez pried d’e-hoc’h ?