1. Hogen Doue a lavaraz da Abram : keat-kuit euz da vro, lez da gerentiez ha ti da dad, ha deuz d’ar vro a ziskouezinn d’id.
2. Me lakaï eur bobl braz da zevel ac’hanoud, me t’az vennigo, me vrudo da hano, ha benniget e vezi.
3. Me vennigo ar re t’az vennigo, me villigo ar re t’az villigo, hag enn-oud e vezo benniget holl voblou ann douar.
4. Abram a ieaz eta kuit, evel m’en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan, ha Loth a ieaz gant-han. Pemzek vloaz ha tri-ugent en devoa Abram pa guitaaz Haran,
5. Kemer a reaz Saraï he bried, ha Loth map he vreur, ann holl zanvez a biaouent, hag ann dud a bere e oa kresket ho ziegez e Haran, hag e tiblasjont evit dont da vro Kanaan. Pa oent arruet enn-hi,
6. Abram a ieaz, a dreuz d’ar vro, beteg eul leac’h hanvel Sichem, beteg ann draonien vrudet ; hogen ar Gananeed a oa neuze o choum er vro-ze.
7. Hogen Doue en em ziskouezaz da Abram, hag a lavaraz d’ezhan : Me roi ar vro-ma d’az lignez. Abram a zavaz eno eunn aoter da Zoue, pehini en devoa en em ziskouezet d’ezhan.
8. Hag o tremen ac’hano beteg eur menez a oa war ar