Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
LEVR AR C’HENELIEZ.


SKLERIDIGEZ.


Noe hag he vugale o veza bet miret e-barz ann arc’h evel eunn had prisiuz evid eur bed nevez, Doue a ro d’ezho he vennoz, evel ma roaz da Adam e derou ar bed ; rak hep bennoz Doue netra na hell ober brud.

Araok ar pec’hed kenta, ann holl loened a gare ann den, hag a zente out-han, enn eur c’hoari. Ann den o veza en em ravoltet ouc’h Doue, ann anevaled en em ravoltaz ivez out-han. Pellaat a rejont diouc’h he lojeiz, evel evid ober faë war-n-ezhan. Ann diluch ho digasaz dôn ha sioul a-walc’h, ha Doue a zaskoraz d’ann den lod euz he veli kenta war-n-ez-ho. Abaoue ann diluch, ann anevaled ar re grisa, ma na zentont ket c’hoaz re gaer ouc’h ann den, a gren da vihana raz-han.

Kredi a rear peurvuia penaoz a-raok aun diluch, ann dud, da vihana ar re a veve e doujanz Doue, na zebrent ket a gik ; ho bevanz a oe edou ha frouez ann douar. Goude ann diluch, ann douar o veza deuet fall-oc’h-fall da daol frouez, Doue a aotreaz d’ann dud en em vaga gant pep seurt loened, nemet na zebrjent ket ar c’hik goad hag all. Dre ann difenn-ze, Doue a felle d’ezhan rei heuz d’ann den diouc’h ar goad, evit ne zeuche bikenn da skuilla goad he nesa,na d’he laza e nep fesounn. Hag evit lakaat he c’hourc’hemen doun-oc’h-doun enn he galounn, e lavaraz : venji a rinn ho koad hag ho puez war ann anevaled memes ho devezo ho pistiget, ha piou bennak en devezo skuillet goad eunn den, he c’hoad he-unan a vezo skuillet.

Ar ganeveden, pe gwarek-ar-glao, a vije gwelet war ar c’hoummoul a-raok ann diluch, evel ma he gweler brema ; Doue na reaz nemet he c’hemer da dest euz ann alianz pe ar gevredigez a ree gant ann dud. Ha da c’hoarant euz al le a reas neuze na zistruche mui nag ann dud nag al loened war ann douar dre reuz hollek ebed, ken na zeuche fin ar bed.

Ann tadou santel ho deuz kavot er ganeveden, lod, eur skeuden euz a Jezuz-Krist, pehini e kreiz diluch ar pec’hejou, a zo bet evid ar bed, nann hep ken eunn arouez a beoc’h mes ar peoc’h memez, oc’h unani pep tra dre he varo, ken war