Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
LEVR AR C’HENELIEZ.

ann douar ken ebarz ann envou. — Lod all ho deuz gwelet enn-hi skeuden hor mamm zantel ann iliz, savet divar ann douar evel eur menez pe eur goabren tuet ato d’ann Heol a wirionez. Er ganeveden ez euz pemp liou dishenvel, ha marteze seiz, evel enn ilis ar seiz sakramant. Euz ar goabren a zoug ar ganeveden, e tiskenn war ann douar eur glao dous ha mad d’he lakaat da daol frouez, hag euz ann ilis e tired war hon eneou grasou dous ha nerzuz evit ho santifia. — Er fin, lod ho deuz kavet enn-hi skeuden ar Werc’hez Zantel, karget a c’hrasou dre brezanz ann Heol a wirionez ; hag ato prest d'en em ziskouez d’ann eneou melkoniet, e kreiz ar gwasa barou-amzer.

Gwinien Noe, he vezvedigez, he gousk, he noazded, ha goaperez he vap Kam, a zo, eme Sant-Aogustin , arvestou hanad euz a c’hloasiou hor Zalver Jezuz-Krist. « Gwinien ann Aotrou Doue, eme ar profed Izaïaz, eo bobl Izrael, pehini, enn despet da zoursiou ar mestr-tiek, n’e deuz douget nemet rezin gouez ha c’houero. » Ar juzevien eo ho deuz mesket dre warizi ar c’halur c’houero meurbed euz a c’hloasiou hor Zalver. Ar bobl-ze, eme-z-han, dre c’henou ar profed Jeremiaz, ar bobl-ze en deuz ma goapeet, ma c’harget a zismegansou, ma mezvet gant uhellen c’houero. Inebriavit me absynthio. Maro eo enn noaz war ar groaz, hag ar Juzevien kaledet, gwir vugale Kam, ho deuz great goap anezhan o lavarout : Mar d-eo ar C’hrist, ra ziskenno divar ar groaz-ze ; mar d-eo map da Zoue, deuet Doue d’he ziboania ! Goapaerien reuzeudik ! Gwanerez Kam a zo kouezet war-n-ezho. Baleant ha sklaved int e-touez ann holl boblou. E-pad ma’z eo deuet bugale Sem ha re Japhet, da lavarout eo, ar Juzevien vad hag ar Baianed, d’en em glevout e-tre-z-ho, ha da enori dre ar memez feiz noazded hor Zalver hag he gousk tenn ha poaniuz. Bugale direspet e kenver ho tadou hag ho mammou, chetu aze eur gentel derrupl evid-hoc’h.

Ha c’houi mezvierien reuzeudik, gwelit dilerc’hiou mezuz ar vezventi. Pet gwall skouer, pet kentel fall, pet malloz na roit-hu ket d’ho pugale, pa gouezit er stad truezuz-ze ? Allaz ar mallosiou-ze a bouezo war-n-hoc’h ha war-n ezho, abred pe zivezad.


————