18. Mipien Noe, pere a zeuaz er meaz euz ann arc’h a oa eta Sem, Kam ha Japheth. Hogen Kam eo tad Kanaan.
19. Ar re-ze eo tri mab Noe, hag anezho eo diskennet kement poblad tud a zo war ann douar.
20. Noe, labourer-douar, en em lekeaz a-darre d’he c’hounid, hag a blantaz ar winien
21. Hag o veza evet gwin, ez eaz mezo, hag en em gavaz enn he delt, he gorf dizolo.
22. Kam, tad Kanaan, o welout kement-se, da ouzout eo, o welout he dad dizolo enn eunn doare mezuz, a ieaz er meaz, enn eur c’hoarzin, d’hel lavarout d’he vreudeur.
23. Mes Sem ha Japheth a gemeraz eur vantel war ho diskoaz, hag enn eur vont war ho c’hiz, e taoljont ar vantel war ho zad ; trei a rejont ho fenn, ha ne weljont ket noazded ho zad.
24. Noe dihunet euz he vesvedigez, o klevout petra en devoa great ann eil euz he baotred,
25. A tavaraz : milliget ra vezo Kanaan ; ra e vezo sklaf dindan sklavourien he vreudeur.
26. Lavarout a reaz c’hoaz : benniget ra vezo ann Aotrou, Doue Sem, ra vezo Kanaan sklaf dindan he-ma.
27. Doue ra gresko Japheth ! ra zeui Japheth da choum e teltou Sem, ha ra vezo Kanaan sklaf dindan-han.
28. Hogen Noe a vevaz c’hoaz tri c’hant hanter-kant vloaz goude ann diluch.
29. Hag holl amzer he vuez a ieaz da nao c’hant hanter-kant vloaz, hag e varvaz.