Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
LEVR AR C’HENELIEZ.


8. Doue a lavaraz ivez ann dra-ma da Noe, ha d’he vugale kerkoulz ha d’ezhan :

9. Mont a rann da ober eur gevredigez gan-e-hoc’h, ha gant ho lignez enn ho koude.

10. Hag ivez gant ann holl anevaled beo a zo gant-e-hoc’h, ken laboused ken loened, hag holl chatal ann douar pere a zo deuet er meaz euz ann arc’h, hag holl anevaled ann douar.

11. Ober a rinn va c’hevredigez gan-e-hoc’h, hag hivizikenn ann traou ho deuz kik ha buez, ne vezint mui beuzet holl dre ann dour diluch, ha ne vezo mui a ziluch da zismantra ann douar.

12. Ha Doue a lavaraz : chetu ama ann arouez euz ar gevredigez a rann gan-e-hoc’h, ha gant kement tra en deuz buez ama enn dro d’e-hoc’h, a rumm da rumm, da virvikenn.

13. Lakaat a rinn va gwarek ebarz ar c’hoummoul, ha beza e vezo ann arouez euz ar gevredigez a zo great e-tre ann douar ha me.

14. Ha pa em bezo goloet ann env a goummoul, va gwarek a baro war ar c’hoabr.

15. Hag e teui koun d’in euz va c’hevredigez gan-e-hoc’h ha gant kement tra en deuz buez, hag a enaou eur c’horf, ha ne vezo mui a zour diluch da zismantra kement en deuz korf ha buez.

16. Gwarek-ar-glao a vezo eta e-barz ar c’hoummoul, he gwelout a rinn, hag e teui koun d’in euz ar gevredigez peur-baduz a zo bet great e-tre Doue hag ; ann holl draou ho deuz korf ha buez war ann douar.

17. Ha Doue a lavaraz da Noe : houn-nez a vezo arouez ar gevredigez am euz great e-tre-z-oun ha kement tra en deuz korf ha buez war ann douar.