Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
LEVR AR C’HENELIEZ.


16. Eur prenestr a ri war-n-ezhi, hag eunn illinad dinaou a ri d’al lein anezhi ; ann nor a ri enn he c’hostez, hag e-barz, tri c’hombot ; ar gweled, ar c’hamprou, hag ann trede kombot.

17. Mont a rann da zigas ann dour-diluch war ann douar, evit lakaat da vervel kement korf en deuz buez hag a denn alan dindan ann env : kement tra zo war ann douar a vezo dismantret.

18. Mes ober a rinn va c’hevredigez gan-ez ; ha mont a ri e-bars ann arc’h, te, da dri vab, da c’hreg, ha gragez da vipien gan-ez.

19. Hag euz ann holl anevaled a bep seurt, te lakai enn arc’h, evit ma choumint beo gan-ez, daou, eur par hag eur barez.

20. Euz al laboused hervez ho rumm, euz al loened diouc’h ho rumm, euz a gement en em stlej war ann douar hervez ho rumm ; daou a bep seurt az ai gan-ez enn arc’h, evit ma choumint e buez.

21. Kemerout a ri eta euz ann holl draou a heller da zibri ; ho c’has a ri gan-ez enn arc’h, hag e servichint da vagadurez d’id kerkoulz ha d’ezho.

22. Noe a reaz eta kement en devoa Doue gourc’hemennet d'ezhan.


————
SKLERIDIGEZ.


Er-c’hiz ma her gwelomp er pennad-ma, bet zo bet a viskoaz war ann douar evel daou rumm dud, servicherien Doue ha servicherien ar bed.

Lignez Seth a zo galvet, er skritur, bugale Doue ; dre ma’z-int bet epad pell amzer tud vad, tud gwirion ha santel ; ha dre ma tlie ar Batriarched hag ar Mesi he-unan diskenn anezho.

Lignez Kaïn a zo galvet bediz, pe tud ar bed, abalamour,

3