Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
LEVR AR C’HENELIEZ.

evel ho zad, ar vugale a stage ho c’haloun ouc’h traou ar bed ; a golle ar gwel hag ar zonch a Zoue, evit heulia ho flijadureziou ha drouk-ioul ar c’hik.

Henvel eo en divije Doue difennet ouc’h bugale Seth dimizi da vugale Kaïn. Mes gand ann amzer bugale Seth a zeuaz a-vraz da goll ivez doujanz Doue ; ha na helljont mui herzel ouc'h c’halmou merc’hed tud ar bed. Kemerout a rejont da briejou ar re anezho a blije gwella d’ezho dre ho gened, dre ho dillad, dre ho lorc’h ha dre ho ligentez. Ne glaskent mui enn eur c’hoaz ken diez da ober, na parfeted ar spered, na temps-vad ar galoun, da doujanz Doue, ar feurteun-ze a vertusiou ; na gemerent kuzul nemet digant ho daoulagad, ne zelaouent nemet ioul ar c’hik, hag euz a zimiziou ker fall ne zavaz nemet bugale iskiz. Ar rampsed-ze ne oant ket hep ken tud divalo dre ho ment heuzuz ha dreist-muzul, mes ivez dre ho ourgouil, ho gadeleziou hag ho c’hruelded. Mar fell d’e-hoc’h kaout eur gerentiez iac’huz, koant ha spereduz, bezit dilik enn ho timiziou ; pedit Doue kent ober ho choaz ; likit ann ene a-raog ar c’horf, ann honestiz a-raog ann arc’hand, ha doujanz Doue a-raok pep tra.

Doue en devoe keuz da veza bet krouet ann den. — Penaoz gellout unvani kement-se gand ar pez a zesk d’e-omp ar feiz divar benn parfedigesiou Doue. Kement tra a ra Doue a zo mad ; e Doue n’euz chenchamant ebed. Kement-ze a zo ar wirionez memes ; hag ar skritur, o lavarout e teuaz keuz da Zoue, ne ra nemet kemer hon doare-ni da brezeg, evit rei d’e-omp gwelloc’h da anaout ar c’hrevusted euz ar pec’hed, hag ar vadelez vraz a Zoue e kenver ann dud, pa ’z eo gwir e koust kement d’ezhan ho c’hastiza.

Eunn den hag en deuz keuz da veza gret eunn dra, a chench menoz, ha na ra mui ann hevelep tra. Ne d-eo ket evel-se euz a Zoue ; he venoz hag he varn na chenchont morse. Ann den eo a chench rag-enep d-ezho. Bezit mad, bolontez Doue da baea pep dellit a bar war-n’hoc’h. Bezit fall, bolontez Doue da gastiza pep drouk a zo a-us d’e-hoc’h. Doue ne chench ket, c’houi eo a chench oc’h en em lakaat gweach dirak he vadelez, gweach dirak he justis.

Da nep a vezo souezet en divije gallet Noe dastum enn he arc’h kement a loened, gant boed a-walc’h d’ezho evid eur