Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
LEVR AR C’HENELIEZ.

ho bugale a oe ann dud kré ha brudet-ze euz ann amzer goz.

5. Hogen Doue, o welout e kreske bemdez fallagriez ann dud war ann douar, hag e oe holl sonjou ho c’haloun douget e peb amzer d’ann drouk ;

6. En devoe keuz da veza bet krouet ann den war ann douar. Ha glac’haret holl e gweled he galoun,

7. E lavaraz : distruja a rinn diwar ann douar ann den am euz krouet ; distruja a rin pep tra, a-daleg ann den beteg ann anevaled, a-daleg al loened-stlej betek laboused ann env ; rak keuz am euz da veza ho great.

8. Mes Noe a gavaz trugarez dirak Doue.

9. Chetu ama ar vugale en devoe Noe : Noe a oe eunn den leal ha parfet e-touez ann holl dud euz he amzer : kerzout a reaz gant Doue.

10. Hag engehenti a reaz tri mab, Sem, Kam, ha Japheth.

11. Hogen brein a oa ar bed holl dirak Doue, ha leun a zrougiez.

12. Doue eta, o welout e oa brein ann douar, (rak pep den war ann douar a rea diouc’h gwall-ioul he gik,)

13. A lavaraz da Noe : deut eo dira-z-oun termen diveza buez ar c’hik : goloet eo ann douar a fallagriez dre brezanz ann dud, ho distruja a rinn douar hag-all.

14. Gra d’id eunn arc’h gant koat heskennet a-blad ; ober a ri kamprouigou enn-hi, oc’h he zera gant pek-bitum a ziabarz hag a ziaveaz.

15. He ober a ri enn daill-ma : beza e devezo tri c’hant illinad a hed, hanter kant a ledander, ha tregont a huelded.