Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
LEVR AR C’HENELIEZ.

A-berz Doue d’ho zikour
Henok hag Eliaz.

Mad eo ardamezi ama penaoz Lamek tad Noe, ganet er bloaz euz ar bed 869, a vevaz eur bloaz ha tri ugent gant Adam he-unan, maro er bloaz 930. Lamek a vevaz tre beteg ann diluch, hag evel-se eo bet c’houec’h kant vloaz gant Noe ha taost da gant vloaz gant he dri vab, Sem, Kam, ha Japheth. Noe he-unan en devoa gwelet, epad seiz vloaz ha pevar-ugent, Enos, mab bihan da Adam. Ne ket bet eta diez da Noe ha d’he vipien gouzout eeun-hag-eunn doareou ar bed, adaleg he grouidigez beteg ann diluch. Ha goude ann diluch, n’ho deuz ket manket d’ho lavarout alies d’ho bugale ha d’ho bugale vihan ; evel-se a rumm da rumm, a c’henou da c’henou eo deuet ann historiou-ze bete Moïzez, pehini en deuz ho skrivet, dre atiz ar Spered Santel, evel ma ho lennomp ama.




PENNAD VI.


FALLAGRIEZ ANN DUD.
Keuz ann Aotrou Doue. Goberi arc’h Noe.
Euz ar Bed 1536. — Araok J.-K. 2468.


1. Ann dud o veza deuet da greski war ann douar, ha da gaout merc’hed,

2. Bugale Doue, touellet gant merc’hed tud ar bed, a gemeraz da briejou ar re anezho a blije gwella d’ezho.

3. Ha Doue a lavaraz : Va spered na joumo mui gand ann den da vikenn, dre ne d-eo nemet kik : he vuez ne vezo mui nemet a c’houec’h-ugent vloaz.

4. Hogen bez ’ez oa enn amzeriou-ze rampsed war ann douar : rak bugale Doue o veza tosteet ouc’h merc’hed tud ar bed, hag ar re-ma o veza deut da c’henel,