dre-z-han, evel dre ar c’hablusa. « Bet oud bet ourgouilluz, en em stleja a ri war da goff. Ar gwel ac’hanoun e-barz ann env neket bet mad d’id da vagadurez ; dibri a ri douar, keid ha ma vevi. » Tra hudur ! ann dud ivez ha na gavont blaz-mad ebed nemet e traou ann douar, a zeu da veza douar, dre ma teuer henvel ouc’h ann traou a zebrer. Hag ar c’halonou douar ze a vezo boed ann diaoulou. En em vaget ho deuz euz a blijadurezou fall ar bed, domani ar serpant koz, hag ar serpant-ze d’he dro, ho zago hag en em vago anezho. Edunt draconem eduntur a dracone, eme Zant-Ambroz.
Hi a flastro d’id da benn. — Komzou misteriuz, pere a ziskar ann drouk-spered, hag a daol e kalonou hon tud kenta eur zaezen a esperanz. Eur Zalver a zo diouganet d’ezho. Ar pec’hed a zo deuet er bed dre ar vaouez, ar vaouez a lakaï er bed ann hini a lam ar pec’hed, Jezuz-Krist Map Boue, pehini en deuz flastret he benn d’ar serpant ifernal, en eur lemel ar bed a zindan he veli, hag oc’h he gas bemdez er meaz a galonou ann dud, dre vertuz ar zakramanchou.
Ar varn douget enep Adam hag Heva a zo anavezet awalc’h. Bemdez e tougomp ar bouez anezhi. Ne deuomp er bed-ma nemet e kreiz ar welvan. Pet gweach na roomp-ni ket ar maro d’ar vamm a ro d’e-omp ar vuez ! Hag ann daelou-ze pere a skuillomp o tont euz a goff hor mamm, na ehanint da redek ken na vezimp sebeliet e kaloun eur vamm all, pehini eo ann douar. Rak trubuillet epad eunn nebeut amzer dre ann diwisiegez, dre ar pleg d’ann drouk, dre wanderiou ar vuez-ma, e varvimp ; euruz ma na varvomp nemet euz a varo ar c’horf.
Ar pec’hed a dennaz war-n-omp daou varo dishenvel ; maro ar c’horf ha maro ann ene. Hor c’horvou, great euz a zouar, a dlie distrei da zouar evit bikenn. Hon eneou great evit padout ato, na dlient ket chench natur na beza dismantret evel ar c’horvou : Hogen eur maro all ho divije gouzanvet : bikenn n’ho divije gwelet Doue ; hag ann diouer euz a Zoue eo maro ann ene hag he vrasa poan.
Eat a vije ar varn-ze da benn, panevet ma en em gennigaz Map-Doue da rapari ar faot. Asanti a reaz en em ober den evel ma oa Adam, ha gouzanvi enn he gorf hag enn be ene kement a hell Map-den da c’houzanvi ; en eur ger en em