Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
LEVR AR C’HENELIEZ.

westla a reaz da vervel, pa’z eo gwir hor boa dellezet mervel. Dalc’het enn deuz d’he c’he r; sevenet en deuz he westl enn eur fesoun ker burzuduz ma hell ann iliz kana hirio ann deiz, o komz euz a bec’hed Adam : O faot euruz ! O felix culpa ! Nann, kristenien, dre drugarez Jezuz-Krist, hor c’horvou na choumkit ket enn douar da virvikenn, sevel a raint euz ho besiou, evel ma’z eo savet Jezuz-Krist euz he hini ; hag hon eneou dispartiet diouc’h ar c’horf, a hell brema gwelout Doue dioc’h tu. Ar Cherunin gand he gleze a dan, a zo tec’het kuit divar hent hor Zalver gand he groaz lugernuz ; hag ar baradoz a zo brema digor da hep den a ioul-vad.

Doue a reaz da Adam ha d’he c’hrek dillad krec’hin. — Chetu a beleac’h eo deut d’e-omp ann dillad, euz a bere a tenner koulskoude kement a lorc’h pe a ourgouil. Na perak fougeal gant traou hag a dlefe digaz sonj d’e-omp euz hor mez hag euz hor reuzeudigez ? Braz ha lorc’hek omp, ha n’hon euz ket zo ken peadra d’en em zifenn diouc’h ann amzer ! Red eo d’e-omp klask sikour digant al loened !

Doue, o welout Adam guisket er giz-se, a henvel ober goab anezhan. « Sellit, eme-z han, sellit ann Doue nevez-ze ; ne oa ket a walc'h d’ezhan beza henvel ouz-omp-ni, falvezet eo bet gant-han en em ober Doue d’he c’hiz. Gwelit peger gwisiek eo ; pegen euruz eo ! Diouallomp na daolo he zaouarn war ar wezen a vuez da laeraz ivez ann diverventi. » Ne ket euz a Adam hep ken a rai Doue goab ; mes euz ann holl bec’herien aheurtet. Lavarout a rai d’ezho, eme a skritur sakr : Disprizet hoc’h euz va aliou, n’hoc’h euz great van euz va gourdrouzou ; d’am zro me c’hoarzo war ho kollidigez ; goab a rinn ac’hanoc’h enn ho tizeuriou ha war heur ho maro. Ar zent ho-unan, eme c’hoaz ar skritur a gemero perz er goaperez-ze euz a Zoue. Lavarout a raint a vouez huel : chetu aze ann den ha n’euz ket prizet goulenn netra digant Doue ; he fizianz en deuz lekeat ehn he binvidigesiou, gounezet eo dezhan, trugarez d’he ourgouil.

Neuze Doue a lekeaz Adam er meaz euz ar baradoz — Chetu Adam hag Heva enn eur vro dishenvel meurbed ouz ho baradoz kenta. Dalc’het int da labourat stard, ha da bourvei d’ho ezommou pemdesiek dre ar c’houezen euz ho zal. Mar d-eo bet Adam ann hini kenta o pec’hi, eo bet ivez ann