Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
LEVR AR C’HENELIEZ.

bihaneet tamm ebed ; piou a hello eta en em zifenn diouc’h he ardou, hep ar zikour euz ar c’hras ? Beillomp ha pedomp, evit na gouezimp ket enn dentasion.

En em zervichout a reas euz ar serpant, anevalik luban ha soutil, evit distrei ha gounit spered Heva ; en em zervichout a ra bemdez euz ann traou hoalusa, evit distrei hor c’halonou diouc’h Doue, hag ho staga ouo’h traou ar bed. En em gemer a ra ouc’h ar vaouez, goakoc'h dre natur eged ar goaz, hag easoc’h da drec’hi ; mes gouzout a rea penaoz dre ar vaouez e teuje a-benn da ziskar ar goaz. Anaout mad a ra ann tu gwann euz a galoun Map-den ; kre ha nerzuz enep eunn enebour, blod ha re vad e feat karantez. Implich a ra enep ar vaouez ann ourgouil : bez ’e viot evel doueou ; ar guriozite : anaout a reot ar mad hag ann drouk , er fin, al lipouzerez : ar frouez a oa brao da welout, hag a dra-zur mad da zibri ; implich a ra enep ann den, ar vaouez hep ken. Adam ne ket bet trompiet eme Sant-Paol ; mes, eme Sant-Aogustin, ne fellaz ket d’ezhan melkonia eur vignounez ha ne oa nemet-hi. Falz karantez, na da bet oud-de bet kiriek d’ann em goll ! Goa d’ann den hag a laka he holl blijadur en eunn dra bennak all estr-eget e Doue ! He garantez dianket eo ar birr kenta a bistig he galoun ; hag eur galoun pistiget, da bet klenved n’ef-hi ket digor ? Test euz a gement-ze ar pez a c’hoarvczaz gand Adam hag Heva goude ho fec’hed.

Hervez komzou Satan, chetu hi oc’h anaout ann drouk. Mez ho deuz oc’h en em welout enn noaz ; krena’ reont gand aoun rak ann Aotrou Doue ; ann disterra trouz a ra d’ezho drifia evel ma ra pep torfetour ; hag evid en em didamallout e taolont ar faot ann eil war egile, ha war Zoue he-unan : Ar vaouez hoc’h euz roet d’in, eme Adam, e deuz kenniget ar frouezen d’in hag am euz debret. Ar serpant hoc’h euz great ken drant ha ker soutil, eme ar vaouez, en deuz va zouellet. Peleac’h ema hirio ann den hag a anzao he faot gant lealded ? Henvelep tad, henvelep bugale, siouaz d’e-omp !

Doue pehini na espernaz ket ann drouk-spered enn he ravolt kenta, abalamour ma kouezaz eveuz eur stad ken parfet ha ken huel, na c’houlenaz ket digant-han, evel digant Adam : perak hoc’h euz great kement-ze ? Anaout a rea mad he valis hag he gendalc’h enn drouk ; hag e teraouaz ar gastiz