19. Dibri a reot ho para dre ar c’houezen euz ho tal, ken na zistroot enn douar a behini oc’h bet tennet ; rak ne d-oc’h nemet poultr ha distrei e reot e poultr.
20. Hag Adam a c’halvaz he c’hreg euz ann hano a Heva, dre ma tlie beza mamm da gement den en divije buez.
21. Ann Aotrou Doue a reaz ivez da Adam ha d’he c’hreg dillad krec’hin, hag ho gwiskaz gant-ho.
22. Hag a lavaraz : chetu Adam deuet da veza evel unan a c’hanomp ni, oc’ hanaout ar mad hag ann drouk : brema ’ta diouallomp ne astenfe he zorn da gemerout ivez euz ar wezen a vuez, ha ne zepre euz he frouez, ha ne vevfe da virvikenn.
23. Neuze ann Aotrou Doue hel lekeaz er meaz euz ar baradoz a blijadurez, evit labourat ann douar a behini e oa tennet.
24. Kas a reaz Adam er meaz, ha lakaat a reaz dirak ar baradoz a blijadurez eur Cherubin, gand eur c’hleze a dan bepred o trei, da ziouall ann hent a gas d’ar wezen a vuez.
Ar pennad-ma a zo leun a gentelliou kaer ha talvoudek evid-omp. Taolomp evez dreist pep tra war finesaou ann drouk-spered, o tenti hon tud kenta, ha war droidellou ar re-ma o klask en em zidamallout dirak Doue. Ar pez a c’hoarvezaz neuze, a c’hoarvez bemdez c’hoaz enn hon touez.
Petra bennak ma’z eo bet kalz dinerzet ann drouk-spered, abaoue donedigez Jezuz-Krist, kroaz hor Zalver o veza flastret he benn d’ez-han, e choum gant-han c’hoaz mui a ijin hag a c’halloud eged n’ho deuz ann holl dud war eunn dro.
He gasoni ouc’h Doue, hag he warizi ouc’h ann dud n’int
2