Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
LEVR AR C’HENELIEZ.


9. Hag ann Aotrou Doue a c’halvaz Adam, hag a lavaraz d’ezhan : e peleac’h em’oud-de :

10. Adam a respontaz : klevet am euz ho mouez e-barz ar baradoz, hag am euz bet aoun, dre ma oann enn noaz, hag am euz en em guzet.

11. Piou, eme Zoue, en deuz great d’id gouzout e oaz enn noaz, nemet debred az pe euz ar frouez em boa difennet ouz-id dibri ?

12. Hag Adam a lavaraz : ar vaouez hoc’h euz roet d’in da eil, e deuz kinniget d’in diouc’h frouez ar wezen-ze, hag em euz debret.

13. Hag ann Aotrou Doue a lavaraz d’ar vaouez : perag hoc’h euz-hu great kement-ze ? Hi arespontaz : ar serpant en deuz ma zouellet, hag em euz debret.

14. Hag ann Aotrou Doue a lavaraz dar serpant : abalamour ma ec’h euz great ann dra-ze, milliget oud e touez holl anevaled hag holl loened ann douar : en em stleja a ri war da gof, ha douar a zebri bemde-c’houlou epad da vuez.

15. Kasoni a likiinn e-tre ar vaouez ha te, e-tre da wenn hag he lignez ; hi a flastro d’id da benn, ha te a glasko he flemma enn he seul-troad.

16. Doue a lavaraz ivez d’ar vaouez : ho melkonia a rinn dre galz a ankeniou e-pad ma viot brazez ; ha gwilioudi a reot ekreiz ar boan ; bez’e viot dindan mestrouniez ho pried, ha beli en devezo war-n-hoc’h.

17. Mes da Adam e lavaraz : abalamour ma hoc’h euz selaouet mouez ho pried, ha ma hoc’h euz debret euz ar frouez em boa difennet ouz-hoc’h dibri, ann douar a vezo milliget dre’n abek d’e-hoc’h : dre forz labour e tennot anezhan, bemdez epad ho puez, pe-a-dra da veva.

18. Dougen a rai d’e-hoc’h spern ha drez, hag en em vaga a reot euz he c’heot.