Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
LEVR AR C’HENELIEZ.


PENNAD III


DIZENTIDIGEZ ADAM,
Pe pec’hed ar wenn, hanvet ivez ar pec'hed orijinaL


1. Hogen ar serpant a oa ar fina euz a holl anevaled ann douar, great gant Doue. Lavarout a reaz d’ar vaouez : perag en deuz Doue gourc’hemennet d’e-hoc’h na zebrjac’h ket euz a holl frouez ar baradoz ?

2. Ar vaouez a respontaz d’ezhan : dibri a reomp euz frouez ar gwez a zo er baradoz.

3. Mes evit frouez ar wezen-hont pehini a zo e-kreiz ar baradoz, Doue en deuz gourc’hemennet d'e-omp na zebrjemp ket anezho ; na doujchemp ket zoken out-ho, gand aoun na varvjemp.

4. Hogen ar serpant a respontaz d’ar vaouez : ne-alia ne varfot ket ;

5. Mes Doue a oar penaoz kerkent ha ma ho pezo debret euz ar frouez-ze, ho taoulagad a zigoro, hag e viot evel doueou, oc’h anaout ar mad hag ann drouk.

6. Ar vaouez eta o sellout, a gavaz e oa frouez ar wezen-ze mad da zibri, ha brao da welout, hag hetuz d’al lagad ; hag a gemeraz diout-ho, a zebraz, hag a gennigaz d’he fried, pehini a zebraz evel-d-hi.

7. Hag ho daoulagad a zigoraz d’ezho ho daou ; hag o veza gwezet e oant enn noaz, e skoulmjont deliou figez da ober beb a c’houriz d’ho diougroazel.

8. Hag o veza klevet mouez ann Aotrou Doue o valea er baradoz, d’ar mare ma sav eunn ezenik fresk goude kresteiz, Adam hag he bried en em guzaz a zirag ann Aotrou Doue, etouez gwez ar baradoz.