22. Oc’hpenn-ze arc’hant all a zo deuet gan-e-omp da brena ar pez hon euz ezomm ; hogen na ouzomp seurt ebed piou en defe lekeat ann arc’hant-ze enn hor zier.
23. Ar gouarnour a respontaz : Ar peoc’h ra vezo gan-e-hoc’h, n’ho pezit ket aoun ; ho Toue ha Doue ho tad en deuz roet d’e-hoc’h tenzoriou enn ho zier, rak ann arc’hant hoc’h euz roet d’in, am euz touchet mad. Hag e tigasaz Simeon davet-ho.
24. O veza great d’ezho dont enn ti, e tigasaz d’ezho dour, hag e velc’hjont ho zreid, ha d’ho ezen e roaz ivez boed.
25. Hi koulzkoude a aoze ho frezanchou a benn ma teuje Jozeph war ar c’hresteiz : rak klevet ho devoa e tlient leina eno.
26. Jozeph eta o veza deuet d’he balez, e kennigjont d’ezhan ho frezanchou, oc’h ho derc’hel war ho daouarn, hag e stoujont beleg ann douar d’he adori.
27. Jozeph o veza ho zaludet d’he dro gant kalz a vadelez, a reaz goulennou digant-ho enn eur lavarout : Ha iac’h eo ho tad, ann den koz-ze a behini ho poa komzet d’in ; ha beo ef-hen ato ?
28. Hag hi a respontaz : Ho servicher hon tad, iac’h eo a dugare Doue, ha beo eo ato ; hag o stoui beteg ann douar, hen adorjont adarre.
29. Jozeph o sevel he zaoulagad, a welaz Benjamin, he vreur-gompez, hag a lavaraz : Hen-nez eo ho preur bihana a behini ho poa komzet d’in ? Va map, eme-z—han, ra vezo Doue trugarezuz enn da genver !
30. Hag en em hastaz da vont kuit, rak tenereet holl a oa he galoun o welout he vreur, hag ann daelou a ruille enn he zaoulagad. Pa oe eal enn he gampr e welaz
dourek.
13