Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
LEVR AR C’HENELIEZ.


31. Distroet davet-ho, goude beza gwelc’het he zremm, enn em zalc’haz, hag e lavaraz : Servichit lein.

32. Servichet a oe teir zaol, unan evit Jozeph, unan evit he vreudeur, hag eunn all evit ann Ejipsianed, pere a zebre enn eul lod a gostez, rak difennet eo ouc’h ann Ejipsianed dibri gant ann Hebreed, kredi a reont e ve kement-ze eur pred dic’hlan pe sakrilach.

33. Breudeur Jozeph a azezaz dira-z-han, renket pep hini diouc’h he oad, ar map hena ar c’henta hag ar iaouanka ann diveza. Hag e oant souezet braz,

34. Pa ho devoa bet digant-han, pep hini he loden, o welout e tigouezaz ann hini vrasa gant Benjamin ; rak brasoc’h e oa he-unan eget pemp loden all. Cher-vad a rejont gant-han hag enn dibri hag enn eva.


————


SKLERIDIGEZ.


Jakob, enn he deneridigez evit Benjamin, a vezo c’hoas skouer ann tadou hag ar mammou kristen. Na fell ket d’ezhan a-grenn en em zispartia diouc’h ar c’hrouadur-ze war behini ema evel berniet hag he garantez vraz evit Rachel, hag he c’hlac’har da veza kollet Jozeph.

Mes gwellout a ra, dre ar gernez, e c’houlenn Doue c’hoaz ar zakrifis-ze digant-han, hag e pleg. Hel lezel a ra da vont ; mes enn eur bedi Doue da gaout soursi anezhan, ha d’he vleinia e pep tra. Tadou ha mammou, pa c’houlenn Doue digan-e-hoc’h eur c’hrouadur muia-karet evit he iliz pe evit eur zervich bennak all, pegen ankeniuz bennak a oufe beza ann disparti, plegit ; mes pedit Doue da vlenia ho krouadur, hag en em gefot adarre ann eil gand egile, ma n’e d-eo er bed-ma, er bed all e vezo, e ti hon Tad.

Eur blijadur vraz eo gwelout ann digemer karantezuz a ra Jozeph d’he vreudeur ar weach-ma ; he deneridigez evit Benjamin, hag ispisial he aked da c’houlenn evit-han bennoz