Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
LEVR AR C’HENELIEZ.

hag oc’hpenn, ann hini hoc’h euz kavet enn ho sier, gant aoun na ve c’hoarvezet ann taol-ze dre fall-evesaat.

13. D’ann divez, kemerit ho preur, hag it da gavout ann den-ze.

14. Plijet gant va Doue holl c’halloudek ober anezhan aotreuz enn hoc’h andret, evit ma laosko da zont enn dro ho preur pehini a zalc’h er prizoun, hag ar Benjamin-ma ; evid-oun-me, me vezo ama evel pa n’am be krouadur ebed.

15. Ar baotred a gemeraz eta ar prezanchou, ann daou c’hement a arc’hant ha Benjamin, hag e tiskennjont d’ann Ejipt, hag ez ejont d’en em ziskouez dirak Jozeph.

16. Jozeph pa ho gwelaz ha Benjamin gant-ho, a roaz urz da c’houarnour he di enn eur lavarout : Kasit ann dud-ma ebarz em falez, lazit loened, hag aozit eul lein-vraz, rak dibri a raint gan-en da gresteiz.

17. Hema a reaz ar pez a oe gourc’hemennet d’ezhan hag ho digasaz ebarz ann ti.

18. Eno karget a aoun, e leverjont ann eil d’egile : Abalamour d’ann arc’hant hon euz kaset gan-e-omp ar weach all enn hor zier, eo ez omp dastumet ama, evit teurel war-n-omp ann tamall faoz-ze, hag hol lakaat e sklaverez dre nerz, ni hag hon ezen, holl war eunn dro.

19. Rak-ze e-pad m’edont war ann treuzou, o tostaat ouc’h gouarnour ann ti,

20. E lerverjont : Aotrou, plijet gen-e-hoc’h hor silaou ; ni zo bet ama dija eur weach all o prena ed.

21. Goude beza he baeet, arruet enn eunn hostaleri, o veza digoret hor zier, hon euz kavet hon arc’hant e bek ar zier ; ann arc’hant-ze, hen digaset hon euz gan-e-omp, hevelep pouez.