taol chanz devez ar pec’hed kenta, hanvet pec’het ar wenn, pe pec’hed orijinal. Hogen meulet ra vezo ar vadelez hep muzul euz ann Aotrou Doue ! Mar d-omp kouezet enn devez-ze, enn devez-ze omp bet ivez dasprenet. D’ar gwener e tellezjomp mervel dre zizentidigez hon tad kenta Adam ; d’ar gwener omp bet saveteat euz ar maro eternel, dre zentidigez ann eil Adam, Jezuz-Krist, Map Doue, en em c’hreat den, ha maro enn hol leac’h war Menez Kalvar. D’ar c’houec’hved devez eta hon euz bet buez ar c'horf ha buez ann ene.
Ha ma krouaz gwez ha louzeier ann douar, abarz ma teujont er meas euz ann douar. — Ann historian sakr a remerk penaoz Doue en devoa krouet ar geot hag ar gwez kent biskoaz ma oant deuet er meaz euz ann douar, evel evit serra ho genou da dud a zo, philozophed war ho meno, pere a glever o randouni, hag o lavarout penaoz ann env hag ann douar n’ho deuz bet derou ebed. Ann douar, eme-z ho c’hoaz, glepiet gand ann dour ha tommet gand ann heol, a daolaz geot, gwez, anevaled, hag er fin map-den. Hervez ar c’homzou ze euz ar skritur, ne ket ar glao nag ann heol a ro d’e-omp ed ha frouez, mes galloud ha madelez Doue dre-z-ho.
Doue a reaz korf ann den gant pri douar. Pebez follentez dorlota kement hor c’horf, istimout kement eur gened berr-baduz ! Kaer hor bezo en em c’hlorifia, pri douar omp, ha n’euz netra disprizusoc'h eget pri. Respetomp koulskoude hor c’horfou, dre ma’z int deuet, dre ar vadisiant ha sakramand ann aoter, da veza templou d’ar Spered-Santel, hag izili da Jezuz-Krist. Enoromp c’hoaz hor c’horf, dre m’az eo taol-micher ann Aotrou Doue ; rak n’euz netra war ann douar hag a zoug kement a vajesté hag eunn den mentet-kaer ha dremmet mad. Hogen hor brasa gloar a zo enn diabarz ac’hanomp, da lavarout eo, enn hon eneou.
C’houeza a reaz war he zremm, ha chetu ann den o kaout ene ha buez. — Hor c’horf a zo great euz a zouar evel korfou ann anevaled all, nemet ma lekeaz Doue mui a ijin d’he fesounia ; Mes hon ene, al loden-ze ac’hanomp dre bihini omp henvel oc’h Doue, Doue he grouaz euz a netra.
Ar skritur a lavar penaoz Doue a c’houezaz war zremm ann den ; evit rei d’e-omp da glevet ez eo hon ene eunn dra henvel oc’h Doue ; eur spered ha ne varv ket, eur spered