Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
LEVR AR C’HENELIEZ.


SKLERIDIGEZ HA PREDERENNOU.


Ar pennad II ma a zo evel eunn astenn euz ar pennad I ; rei a ra d’e-omp da anaout ar munudou euz a grouidigez Adam hag Heva, diskleriet hep ken er pennad kenta.

Doue a vennigaz ar seizved devez abalamour ma en devoa ehanet enn devez-ze. — Choaz a reaz ann devez-ze, Hag e gonsakri a eure d’he zervich enn eur fesoun spisial. Difenn a reaz labourat enn deiz ze, enn enor d’he ehan misteriuz, evit n’en divije ann den netra da ober nemet adori Doue, sonjal enn he drugarez hag he veuli. Ar seizved devez a respont d’hor sadorn-ni ; hag a zo bet e-pad pevar mil bloaz deiz santel ann Aotrou. Goude maro Jezuz-Krist, ann ebestel evit enori he rezureksion, hag ann diskenn euz ar Spered-Santel war-n-ezho, a gasaz d’ar zul ann ehan-ze gourc’hemennet gant Doue, hag al lidou santel konsakret d’he c’hloar. Ar zul eo eta brema deiz ann Aotrou.

D’ar zul eo bet krouet ar bed ha great ar sklerijen, d’ar zul eo bet nevezet ar bed dre rezureksion hor Zalver ; d’ar zul eo bet sklereet ar bed dre eur sklerijen gaeroc’h eget hini ar grouidigez ; dre sklerijen ann eneou, dre sklerijen ar Spered-Santel, diskennet war ann ebestel da zul ar Pantekost, evit en em astenn euz a-neuze war ar bed holl dre ho c’homzou ha dre ar zakramanchou. Ra vezo eta ar zul hon devez kenta, hon devez braz ! Eunn devez a joa hag a laouenidigez, eunn devez a beden hag a zantelez evid-omp. Bep sul ni lavaro gand ar Roue David : ia, chetu ama ann devez kaer great ha dilennet gant Doue he-unan, dridomp hag en em laouenaomp enn-han. Bez’ ez eo deiz ann Tad holl c’halloudek, pehini a grouaz enn-han ar bed hag ar sklerijen. Bez’ ez eo deiz ar Map, pehini a zo bet resusitet enn deiz-ze. Bez ez eo deiz ar Spered Santel, pehini a ziskennaz enn-han war ann ebestel, evit nevezi gorre ar bed-ma.

O devez santel, devez euruz, ra viot evid-omp, brema ha da virvikenn, e gwirionez deiz ann Aotrou, dre ar respet hor bezo evid-hoc’h, ha dre ar vennoz a dennot war-n-omp !

Hon bezet ivez sonj euz ar c’houec’hved devez, da behini e respont hor gwener. Devez euruz ha diséur evid-omp ! Euruz dre ma’z omp bet krouet enn-han ; dizéur dre ma’z eo,