Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
LEVR AR C’HENELIEZ.

gwestl da anaout Doue memes ha d’he garout ; gwestl da anaout ar mad diouc’h ann drouk ; gwestl, enn eur ger, d’en em zevel etrezek Doue, d’he adori ha de zervicha.

Kristenien, great omp henvel oc’h Doue, diouallomp da ziskenn e renk ann anevaled, dre hor gwall-ioulou. Ar c’hourmandiz, al ligentez, ar vuanegez hag ar gwall dechou all a zismantr skeuden pe imach Doue enn-omp. Dalc’homp eta hon daoulagad war ar skouer diouc’h pehini omp bet krouet, war Zoue he-unan. Bezit trugarezuz, eme hor Zalver, evel ma’z eo trugarezuz ho Tad. Karit hoc’h enebourien, grit vad d’ar re ho deuz kas ouz oc’h ; pedit evid ar re ho kwall-gas, hag a lavar e gaou drouk ac’hanhoc’h ; evit ma viot bugale ho Tad selestiel, pehini a laka he heol da zevel war ann dud vad ha war ann dud fall ; hag ar glao da goueza war bark ann den just evel war hini ar pec’her. Enn eur ger, bezit parfet, evel ma’z eo parfet ho Tad.

Enoromp ivez ha karomp hon nesa evel skeuden Doue ; ar paour koulz hag ar pinvidik ; Doue en deuz ho c’hrouet ann eil hag egile diouc’h he henvelidigez ha diouc’h he skeuden. Hag evit kerzout eeun dirak Doue, sonjomp penaoz ar c’horf tennet euz a zouar, a zistroio e douar ; mes ann ene deuet euz a Zoue, a renk distrei davet Doue, pe beza enn enkrez e-pad ann holl eternite.

Doue a gemeraz ann den hag hel lekeaz er baradoz a blijadurez. — Kemend a hell laouenaat hor pemp skiant naturel, hag obet plijadur d’ann den, en em gave dastumet eno gant madelez ann Aotrou Doue. Gwez kaer, frouez saourek, steriou sklear, ezenik fresk, geot glaz, ha kan al laboused. Evid ann den e oant great, hag ann den, o kemerout he blijadur enn-ho, a dlie en em zevel war zu Doue, evid he garout hag he veuli, ken euz he berz he-unan, ken euz ho ferz-hi.

Evid he labourat Hag he ziouall. — Ann den a-raok he bec’hed a dlie labourat ; nep na labour ket, pe hen a zo paour pe hen a zo pinvidik, a zo eta eunn dra er meaz euz he renk, eunn doare monstr, grevuz d’ann douar, kazaüz da Zoue ha d’ann dud. Ann den, eme Job, a zeu er bed-ma evit labourat, evel al labouz evit nijal. Hogen al labour kenta-ze gourc’hemennet d’ann den, ne oa ket eul labour poaniuz, evel ann hini da behini omp bet kondaounet goude ar pec’hed ; mes eul la-