Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
LEVR AR C’HENELIEZ.

unan anezho o veza displeget he zourn er meaz, ann amiegez a skoulmaz out-han eur penn-ruban, enn eur lavarout :

28. He-ma sur a zeuio ar c’henta.

29. Hogen ar c’hrouadur-ze, o veza tennet he zourn gant-han, egile a zeuaz er bed ; hag ann amiegez a lavaraz : Perag eo bet freuzet ar voger-greiz evid-oud-te ? Dre’n abek da gement-se e oe hanvet Phares. (disparti.)

30. He vreur a zeuaz goude, ha war he zourn ar penn-ruban, hag hen hanvjont Zara. (sao-heol.)


————


SKLERIDIGEZ.


Ann Tadou Santel ho deuz kavet eur mister braz e ginivelez Phares ha Zara. Zara, eme-z-ho, a skeudenne ar Mesi. He hano hepken, pehini a zinifi ann hini a zav evel ann heol, a zo bet roet d’hor Zalver gant kalz a brofeted : O Oriens ! Oriens ex alto. ar Mesi, evel Zara, en deuz bet en em ziskouezet d’ar bed abarz genel ; en em zikouezet en deuz d’ar Batriarched ha d’ar Brofeted. Neuze eo bed en em dennet epad meur a gant vloaz, evit lezel al lezen goz da vont da benn ha da ren evel al lezen hena. Deuet eo goude war ann douar, hag anavezet eo bed gand ann dud a ioul-vad dre ma touge war-n-ezhan he ruban, da lavarout eo, ann holl arouesiou hag ann holl garakteriou didan pere e oa bet diskouezet d’hon Tud-Kenta, d’ar Batriarched ha d’ar Brofeted.


————