1. Jozeph eta a oe kaset d’ann Ejipt, ha Putiphar, tiek Pharaon, ha kabitan he arme, den ginidik euz ann Ejipt, her prenaz digant ann Ismaëliled ho devoa hen digaset di.
2. Ha Doue a oe gant Jozeph, ha pep tra a zeue gwell pe well etre he zaouarn ; hag e choumaz e ti he vestr.
5. Hag he vestr a wie manivik edo Doue gant-han, hag a oa Doue eo a rea da bep tra dont da vad dindan dourn he zervicher.
4. Jozeph eta a gavaz trugarez dirak he vestr, hag en em rea enn-holl-d’ann-holl d’he zervicha. Lekeat gant-han war benn he holl vadou, hen eo a c’houarne ann tiegez, hag en em emelle euz a bep tra.
5. Ha Doue a vennigaz ti ann Ejipsian abalamour da Jozeph, hag a greskaz he holl vadou ken e kear ken war ar meaz.
6. Hag ann den-ze na anaie mui netra enn he di nemet ar bara a zebre. Hogen Jozeph a oa eunn den dremmet brao, ha kaer meurbed da welout.
7. Eur pennad amzer eta goude, he vestrez a daolaz he daoulagad war Jozeph, hag a lavaraz : Kousk gan-en.
8. Jozeph pell diouc’h asanti da eunn dra ken torfeduz, a lavaraz d’ezhi : Chetu va mestr en deuz roet d’in kement mad en deuz ; ne oar ket zo ken petra zo enn he di ;