Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
LEVR AR C’HENELIEZ.

ano traou-ze holl, lezennou he renadur pe he brovidans, hag e stou he benn gant feiz ha doujanz d’he volontez santel. Tadou ha mammou, glac’haret gant bugale dinatur, grit ar memes tra !




PENNAD XXXVIII.


THAMAR.


Ebarz ar pennad-ma e komzer euz a bec’hed Onan, hag euz ann dro a reaz Thamar da Judaz he zad-kaer. Evel na heller ket lenn ann traou-ze a vouez huel e-barz ann tiegesiou, nag ho lakaat etre daouarn ann holl, eo bet kavet gwelloc’h lezel ar pennad-ma hep he lakaat e brezounek.

Koulskoude kenteliou talvoudek meurbed a gaver enn-han. Gwelout a reer justis Doue o kastiza enn eur fesoun spountuz daou zen reuzeudik hag a rea gwall uzach euz ar briedelez. Ann dud demezet, hag ho deuz melkoni o kaout re a vugale, ha na fell ket d’ezho koulskoude beva etre-z-ho evel breur ha c’hoar, a bedann da gaout sonj euz Onan, hag euz he varo skrijuz : lazet e oe gant Doue !

Ar pennad-ma a zesk d’e-omp ivez anaout Thamar ; Thamar pehini a welomp ebarz ann Aviel etouez mammou-kun hor Zalver Jezuz-Krist. Menosiou Doue a zeu bepred da vad, daoust da wall-ioul ann dud. Thamar a renk beza e niver mammou ar Mesi, ha gwall-ober he friejou na viro ket kement-se out-hi.

Daou grouadur e devoe, Phares ha Zara.

27. Pa oe deuet he zermen da wilioudi, e oe kavet dougerez a zaou grouadur, hag he kreiz he foaniou braz