Mont d’an endalc’had

Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Genes, 1849.djvu/176

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
LEVR AR C’HENELIEZ.

war ann darvout-ze, he zempladurez na hell, e nep fesoun, didamallout ar gasoni zu a gemeraz he vugale ouz no breur iaouank ; ouz eur c’hrouadur pehini ho c’hare he-unan euz a greiz he galoun, hag a zelleze kement beza karet gant-ho. Evel bugale vertuzuz, e oa dleet d’ezho serra ho daoulagad war ar fallaenik-ze a galoun ken pardounapl da eunn den koz, hag anduri ann azaouez pe ar breferanz-ze, dre zoujanz evit ann hini en devoa roet d’ezho ar vuez. Bet zo bet ha kavout a rear c’hoaz tiadou-tad ker mad dre natur, ken doujuz ha ken anaoudek e kenver ho zad hag ho mamm, ma ho gweler o karout hag o respeti memes eur breur pe eur c’hoar gwelloc’h deuet gant ar re goz eget-ho, war ar greden penaoz e tleont heulia e kement-ze pleg-kaloun ar re da bere int dleourien a bep tra, betek euz ar vuez.

Mes allaz ! breudeur Joseph ne oant ket holl euz ar seurt tud-ze. Kalz a dechou fall ho devoa dija, ha Jozeph, krouadur mad ha dinamm, en em gavaz dalc’het dre goustianz da ziskuilla d’he dad eunn dra vil a reent, enn eur ziouall ho loened. Eno edo ar penn-abek euz ho c'hasoni ; he hunvreou ho divije pardonnet d’ezhan eaz, petra bennak mac’h egasent ho ourgouil ; mes ar flatrerez-ze ? Bikenn.

Jozeph enn he boanniou hag enn he c’hloar a zo eur skeuden anad euz hor Zalver Jezuz-Krist. Diskenn euz ann env beteg gweled hor gwanderiou, a zo diskenn enn eur punz gwall zoun. Beza gwerzet gant breudeur gwariziuz, ha beza gwerzet gan-e-omp-ni pec’herien dre bersounach eur mignoun hag eunn diskibl traitour, a zo tost-da-vad ar memes tra.

Hevelebekaat a rear ar-wechou ar zaë wenn euz hor badisiant gant zaë ar paour-keaz Jozeph. Pebez rann galoun d’hon Tad Selestiel, pa zeu hon eal-mad da ziskouez d’ezhan ar zae wenn-ze stlejet gan-e-omp dre ar vouillen, ha rusiet a bec’hejou marvel ?

Pebez rann-galoun c’hoaz evit eunn tad hag eur vamm gristen, pa welont glanded ho bugale kollet pe saotret holl gant skoueriou fall eur gwall gamarad ? Allaz ! Allaz ! Eul loen fero en deveuz ivez neuze taget Joseph ! Jakob a welaz d’he vap e-pad pell amzer, ha na fellaz d’ezhan kemerout frealzidigez ebed euz a-berz he vugale ; hogen Jakob a zo eur zant ; amprouet gant Doue dre ar c’hizidika taoliou ec’h ador, ebarz