d’ezhan da glask dousaat d’he c’hlac’har ; mes hen na fellaz d’ezhan kemerout frealzidigez ebed, hag a lavaraz d’ezho : Enn eur wela e tiskenninn em bez da gavout va map. Hag epad ma kendalc’he da skuilla daelou,
36. Ar Vadianited a werzaz Jozeph enn Ejipt, da Butiphar, den a garg e ti Pharaon, ha kabitan he zoudarded.
Buez Jozeph eo ar gaera histor a oufe ann den da gavout nebleac’h. Lennit-hi, koz ha iaouank ; kerent ha bugale, lennit-hi ; kenteliou talvoudek a gefot holl enn-hi,
Biskoaz krouadur na zellezaz mui eget Jozeph istim ha karantez eunn tad vertuzuz. Gened, furnez, sentidigez, glanded a galoun, kourach da labourat, netra na vanke d’ar bugel. Evel-se ne oa ket difennet ouc’h he dad her c’haront enn he galoun mui eget he vugale all ; n’heller ket mirout ouc’h ar garantez ; mes Jakob na dlie ket diskouez he hini ken hanat ha ma reaz, enn eur rei d’he vap Joseph eur pez dillad kaeroc’h eget re he vreudeur.
Tadou ha mammou, savet gant Doue da eur garg ken enoruz, karit ho bugale, mes karit-ho gant kalz a furnez. Mar d-int bugale vad, ho deuz gwir enn ho karantez, he c’hlask a reont enn ho holl oberiou, ha joauz int pa hellont kaout euz ho perz eur merkik bennak a istim hag a deneridigez. Rannit ho karantez kement ha kement etre-z-ho ; ha mar karit unan bennak mui eget ar re all, kuzit kement-se e gweled ho kaloun ; gant aoun da denna war-n-ezhan gwarizi he vreudeur, e-leac’h gounit d’ezhan ho istim hag ho c’harantez, evel ma tleit ha ma felle d’e-hoc’h hen ober. Karout eur c’hrouadur evel ma eo dleet, eo he lakaat da veza karet gant he holl vreudeur. Gloar euun tad hag eur vamm eo gwelout ar peoc’h hag ann unvaniez enn ho ziegesiou. N’oufent ket lezel war ho lerch kaeroc’h na talvoudusoc’h heritach.
Na pa ve bet ann den santel Jakob eunn tammik kabluz