Ardamezi a rear c’hoaz ann niver braz a brinsed diskennet diouc’h Ezaü, ha brudet enn ho bro dre ho ourgouil, ha dre ho finvidigesiou. Hogen ho gloar neket bet padet pell.
Ha Doue marteze n’en deuz lekeat dougen ho hanoiou er skritur sakr, nemet evit rei d’e-omp da c’houzout pegen dibriz eo brazderiou ar bed, pa eo gwir int roet alies d’he enebourien ha d’ann dud milliget, evel ma oa Ezaü hag he lignez. Gwelloc’h eo eta kaout truez ouz ar bediz eget n’ed-eo c’hoantaat ho eurusted, pa’z eo gwir e tremen e ker berr amzer, ha ma teu peurvuia war he lerc’h eur reuzidigez hag eur vez eternel.
1. Hogen Jakob a choumaz e douar Kanaan, e pe-leac’h e oa bet he dad evel tremeniad.
2. Ha chetu aman ann traou a c’hoarvezaz enn he lignez : Jozeph, paotrik c’houezek vloaz, ha iaouankik-flamm da welout, a ie gand he vreudeur da ziouall tropellou he dad ; peurliesa e vije gant bugale Bala ha Zelpha, priejou d’he dad, hag e tamallaz he vreudeur dirak he dad euz a eur gwall-ober grevuz meurbed.
5. Hogen Israël a gare Jozeph dreist he holl vugale all, abalamour ma en devoa he engehentet enn he gozni, hag a roaz d’ezhan eur zae marellet.